Hoel III : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ca:Hoel III de Bretanya |
||
Linenn 25: | Linenn 25: | ||
[[Rummad:Duged Breizh]] |
[[Rummad:Duged Breizh]] |
||
[[ca:Hoel III de Bretanya]] |
|||
[[en:Hoel, Count of Nantes]] |
[[en:Hoel, Count of Nantes]] |
||
[[eo:Hoel la 3-a (Bretonio)]] |
[[eo:Hoel la 3-a (Bretonio)]] |
Stumm eus an 4 Gen 2012 da 12:00
Hoel III, a zlee bout dug Breizh en 1148, a oa mab d'an dug Konan III ha da Maud Bro-Saoz, merc'h bastard d'ar roue Herri Iañ a Vro-Saoz, a oa kont Naoned etre 1148 ha 1156.
Pa oa an dug Konan III war e dalaroù ne fellas ket dezhañ anavezout e vab Hoel evel dug, dre ma vije bet mab bastard ,[1] hag e anavezas e vab-bihan Konan IV , mab d'e verc'h Bertha ha d'he fried Alan Pentevr, kont Richmond. Lakaet e voe an dug bihan dindan evezh eil pried e vamm, Eudon de Porhoët.
Hoel avat a voe anavezet evel dug ha kont gant tud Naoned.
Tamallet e voe da Hoel gant Bernard of Clairvaux, bezañ kousket gant e c'hoar Bertha.
Un nebeud kartaoù a sinas, met dilezel a reas an titl a zug. En 1154 e oa deuet Konan IV en oad da gemer ar gurunenn ha da stourm ouzh e leztad, a venne he mirout evitañ, hag en devoa graet emglev gant e eontr. Faezhet e voe Konan da gentañ ha mont a reas da repuiñ da Richmond, e Bro-Saoz. Hoel ivez a voe trec'het d'ar 16 a viz Kerzu 1154 e-kichen Reudied.
E 1156 e voe kaset Hoel kuit eus e gontelezh gant Naonediz. N'ouzer ket da biv e oa dimezet, met ur verc'h en doa, kregiñ a rae hec'h anv gant un O, badezet e voe d'an 13 a viz Eost 1149, ha mont a reas da leanez da Coët war lez al Liger.
Pegoulz e varvas Hoel, n'ouzer ket. Krediñ a ra lod ez eas da glask repu en abati La Melleray,
Gantañ e echuas lignez konted Kerne.