Mont d’an endalc’had

Venus project : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: cs:Projekt Venus
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: nl:The Venus Project
Linenn 32: Linenn 32:
[[it:Venus Project]]
[[it:Venus Project]]
[[ml:വീനസ് പ്രൊജക്ട്]]
[[ml:വീനസ് പ്രൊജക്ട്]]
[[nl:The Venus Project]]
[[no:Venus-prosjektet]]
[[no:Venus-prosjektet]]
[[pl:The Venus Project]]
[[pl:The Venus Project]]

Stumm eus an 20 Ebr 2012 da 10:05

Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

The Venus Project a zo un aozadur o luskaat mennozhioù Jacque Fresco : gwellaat ar gevredigezh gant un ekonomiezh a zanvez, ar c'hêrioù padus hag an otomatizerezh.

Jacque Fresco

"Jacque Fresco" (ganet d'an 13 a viz meurzh 1916) a zo un ijinour sokial, oberour gant mennozhioù troet war an dazont. Ijinour ar "Venus project" eo, e soñjoù a zo dreist-holl troet ouzh buhez an dud, penaos mont war-raok war dachenn ar sokial hag an denelezh. Lañset e voe gantañ hag e geneverez ar "Venus Project" e kreiz ar bloavezhioù 1970. Kinnig a ra kalz a brezegennoù diwar-benn ar c'hêrioù padus, efedusted an nerzh, mererezh an danvez hag an otomatizerezh.

Un ekonomiezh a zanvez

Un ekonomiezh nevez diazezet war araokadennoù an teknologiezh. Un teknologiezh didroet eus ar gounidigezh a zegasfe muioc'h a zanvez evit muioc'h a dud gant ur puilhentez a broduioù. Ar puilhentez a zanvezioù a lakfe an hinienneladur, al louriñ hag ar c'hoantegezh da zigreskiñ en ur reiñ frankiz d'an unvaniezh. Hervez Jacque Fresco, hep al labour hag ar c'hevaerezh en ur sistem moneizadur, ar sokial, an darempredoù etre an dud, gwir galloudezh an dud a teuio war-wel.

teknologiezh

Petra eo an teknologiezh? An teknologiezh a zo an otoioù, ha reiñ d'an hini en deus c'hoant ar posublded da vont buanoc'h el lec'h en deus c'hoant pa n'eo ket posubl gant an divhar. An teknologiezh a zo al lunedoù, ha reiñ ar sell en-dro d'an hini en doa kollet. An teknologiezh a zo un astenn eus an doareennoù mab den, diskar an truachoù, diskar ar bec'hadennoù forset. Hervez Jacque Fresco hon eus trawalc'h a zanvezioù evit lojañ an holl dud, sevel klañvdiez, skolioù, tro dro d'ar bed, kaout ar gwellañ akiperezh evit kelenn ha ober enklaskoù mezeg, met e-barzh un sistem moneiz ha korfo, el lerc'h al lvriñ 'zo mestr, e vo diposubl. Jacque Fresco: "n'eo ket ar politikour eo a ziskoulm ar c'hudennoù, n'o deus barregezh teknikel ebet, memes ma vijent onest, n'ouzont ket diskoulmañ kudennoù peogwir n'int ket bet stummet evit-se. An teknikour eo ar re a brodu binviji evit reiñ an tredan, reiñ a reont deoc'h gweturaj motorizet, int eo ar re a domm ho ti, tout-se 'zo teknologiezh, an teknologiezh eo a zirouestl ar c'hudennoù, neket ar politikour.

Energiezh

Hiziv an deiz 'bez 'zo kalz a doareoù da broduiñ energiezh a n'int ket implijet pe diskouezet d'an dud abalamour d'al lovriñ krouet gant an arc'hant. Ar strud, an idrojen hag an nukleel int skort-tre, dañjerus hag a zo bout evit peurbad ar c'horvo eus an industrioù energiezh. Pa vez sellet a-us ar propaganda hag an diskoulmoù emgar kinniget gant ar c'hompagnunezh energiezh e vez kavet ur fluz puilh a energiezh da adnevez. An energiezh heol a zo bruded mat, met he gwir galloud 'zo dianavezet eus an dud. Un heurvez gouloù an heol da greizteiz en deus muioc'h a nerzh eget e vez implijet er bed a-bez en ur vloavez. Ar goulennata n'eo ket an digarg met an teknologiezh evit en ober. Bez 'zo leun a doareoù evit en ober, posubl vefe, ma ne vije ket un ezhomm a enebiezh evit perzhioù marc'had. Bez 'zo ivez an nerzh dre an avel (ar rodoù avel) pe c'hoaz an energiezh dre ar mareoù (ar mare stlejerezh). Bremañ eo ret gwelout emañ an nerzh dre an heol, an avel hag ar mareoù energiezhoù n'implijont tost energiezh kent ebet evit bezañ implijet, kontrol d'an eoul-maen, an idrojen hag an holl reoù all. En ur implijout en un doare efedus an teir doare energiezh (heol, avel, mareoù) e vefe tu bouetañ ar bed a-bezh evit kanvedoù a bloavezhioù. Met, un nerzh-all a zo bet disklêriet hag a zo kalz kreñvoc'h eget an holl reoù-all, an energiezh gwrez an douar. Gwrez an douar a implij an heat-mining, un argerzh a implij an dour a c'hellfe krouiñ ur c'hementad druilhenneg a energiezh naet. E 2006 oe prouet e oa 13000 zettajoule nerzh aet bed gant ur posublded da dennañ 2000 ZJ gant un teknologiezh gwellaet. An hollad a beveziñ eus an holl vroioù dre vloavezh a zo dre vras un hanter ZJ, ar pezh a dalv e c'hellomp tennañ 4000 bloaz energiezh gant an danvez-se. En ur c'houzout emañ remzad tommder dre an douar a zo a-hed an amzer adnevesaet, ez eo an energiezh-mañ puilh davat.