Skanner : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: af:Skandeerder |
D C'hwilerver adkaset war-du Skanner (adkas) |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 20 Kzu 2007 da 13:28
Ar c'hwilerver, pe luc'hlenner, pe niverelaer, a zo un drobarzhell enankañ pe, evit komz resisoc'h, un drobarzhell c'horren ("acquisition") eo hag a vez implijet da niverelaat an teulioù da lavaret eo da zezrannañ (pe dielfennañ) un teul d'e dreuzfeurmiñ e skeudenn baper (roadennoù niverel). Evit ardivinkoù 'zo e vez kenstaget ar c'hwilerver enne evel el luc'heilerezioù niverel da skouer. Kennasket e vez ur c'hwilerver dizalc'h ouzh un urzhiataer peurliesañ.
Tri rizh c'hwilerver a vez arveret :
- Ar c'hwilerver kompez : an dezrannañ a vez graet o lakaat ar follenn ent kompez war ur werenn. An hini boutinañ eo.
- Ar c'hwilerver dre zorn : bihan o ment. Rankout a reer dilerc'hiañ ar c'hwilerver dre zorn ren war an teul d'e zezrannañ dre dachadoù kenheuilh.
- Ar c'hwilerver dre dremen : dirak ur werennig e vez an teul o tremen d'e zezrannañ. An doare-se 'ni eo e vez arveret gant ar pelleilerioù pe ul lodenn eus al luc'heilerezioù niverel pa vez implijet ur c'harger-teulioù gante.
Arc'hwel (mont en dro) ar c'hwilerver
Pennaenn ar c'hwilerver a c'heller taolenniñ evel-hen :
- Braslennet e vez an teul linenn ha linenn,
- Pep linenn a vez dielfennet e "poentoù" diazez anvet pikseloù,
- Dezrannet e vez liv pep piksel gant un enanker,
- Digenaozet e vez pep piksel hervez an tri liv diazez (ruz, gwer ha glaz),
- Pep parzh liv a vez muzuliet hag derc'hennet (roet da intent) gant ur werzhad. Enboneget e vez ar werzhad-se gant un eizhbit da lavaret eo e vez gavaelet pep werzhad etre 0 ha 255. (Enbonegañ daouredel).
Da zielfennañ un teul en deus pep luc'hlenner ennañ ul lamp halogen kefloc'het gant ur c'heflusker skar ouzh skar hag a lenn an teul linenn ha linenn. Al lamp-se a zo delec'hiet dindan ur werenn dreuzwelus e vez lakaet an teul warni, an tu da zezrannañ outi.
Gant un trevnad melezourioù e vez degaset neuze gouloù al lamp betek enankerioù. Amdroet e vez ar gouloù gante e arhentoù tredan. Ar re-se a vez amdroet war-lerch e roadennoù niverel e c'hello un amred elektronek niverel keweriañ anezhe hag o c'has d'un urzhiataer, da skouer.
Implijet e vez un amdroer kemblac'hel/niverel d'amdreiñ an arhentoù tredan da roadennoù niverel.
Daou rizh enankerioù e vez kavet er c'hwilerverioù :
> An enankerioù CMOS : lavaret e vez neuze teknologiezh CIS ("Contact Image Sensor"). Arveret e vez gant an trevnad-se un oged LED (ur vamm LED) da sklerijennañ an teul. Berr tre e rank bezañ an hed etre an enanker hag an teul.
> An enankerioù CCD (Charge-Coupled Devices) : gant ar c'hwilerverioù a implij an enankerioù-se e vez arveret lampoù yen evel reoù neon. Peurliesañ e vez gwelloc'h perzhded ar skeudenn dezrannet gante.
Arouezadurioù ar c'hwilerver
- An diarunusted e vez despizet gantañ pizhder an dezrannañ. Dewerzhet e vez e poentoù dre meutad (PDM) pe e DPI (Dots Per Inch). Peurliesañ e vez kavet diarunusterioù tro-dro da 1200 x 2400 pdm (dpi). Amzalc'het e vez an diarunusted a-zremm ouzh niver ha perzhded an enankerioù ha diarunusted a-zerc'h ouzh resister ar c'heflusker tredan kefloc'hañ.
- Mentrezh an teul : hervez o ment eo gouest ar c'hwilerverioù da zezrannañ teulioù a ventrezh A4 (21 x 29,7 cm) pe A3 (29,7 x 42 cm).
- An tizh gorren : galloudegezh ar c'hwilerver da c'horren un niver a bajennoù dre vunutenn eo an tizh gorren. Amzalc'het eo ouzh mentrezh an teulioù e tezranner hogen ouzhpenn ouzh an diarunusted e reer ganti. Dewerzhet e vez e pajenn dre vunutenn (pdv).
- Ar c'hetal : ar c'hennaskeg eo. Ar re bennañ a zo :
> USB 2.0 : ur c'hetal skoueriek eo kevanaet e-barzh pep urzhiataer.
> Firewire : an hini gwellañ eo evit un drobarzhell a-seurt gant houmañ abalamour da gas treankañ ar porzh-se.
> SCSI : implijet-tre e oa ar porzh SCSI da gennaskañ ar c'hwilerverioù er bloavezhioù 90. Dont a ra da vezañ diamzeret bremañ (2006) hag erlerc'hiet gant ar porzh Firewire pe USB 2.0.
> porzh a-stur : diamzeret bremañ dre-benn d'e c'horregezh.