Mont d’an endalc’had

Miguel Najdorf

Eus Wikipedia

Miguel Najdorf (Moishe Mieczysław Najdorf), bet ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1910 e Grodzisk Mazowiecki, (Polonia), marvet d'ar 4 a viz Gouere 1997 e Malaga, (Spagn).

Mestrc'hoarier echedoù poloniat-arc'hantinat. Heuliañ a reas kentelioù Savielly Tartakower.

Pa darzhas an Eil brezel bed e 1939, edo e Buenos Aires en Arc'hantina, e-lec'h ma oa o c'hoari e anv Polonia en VIIIvet Olimpiadenn Echedoù. Dre ma oa yuzev e komprenas an arvar a vefe bet evitañ distreiñ da Bolonia: divizout a reas chom da vevañ en Arc'hantina ha bout broadet Arc'hantinat. Ur ranngalon e voe evitañ. E familh a-bezh a voe lazhet e kampoù ar marv.



Kemm Najdorf en Difenn Sikilian

Luziet ha doujet e vez an digoradenn-mañ, degaset gant Najdorf hag implijet alies evit respont ouzh 1.e4, da skwer gant kampionoù e-giz Bobby Fischer ha Garry Kasparov:

1. e4 c5

2. Mf3 d6

3. d4 cxd4

4. Mxd4 Nf6

5. Mc3 a6

Ul levr diwar e benn

  • Tomasz Lissowski hag Adrian Mikhalchishin, Najdorf: life and games, Embannadurioù Batsford, London 2005. ISBN 0-7134-8920-0

Liammoù diavaez