Mont d’an endalc’had

Ampflwang

Eus Wikipedia


Ampflwang im Hausruckwald

Skoed-Ardamez Ampflwang
Skoed-Ardamez Ampflwang

Riez Aostria
Rannvro / Stad kevredet Aostria-Uhel (Oberösterreich)
Kod post 4843
Kod pellgomz (43) 7675
Maer (Bürgermeister) Rosemarie Schönpass (sokialourez)
Gorread 21 km²
Hed 13° 34' 00 R
Led 48° 05' 34 N
Uhelder 566 m
Poblañs hep kontoù doubl 3 613 (2001)
Stankter 180/km²
Kartenn: Lec'hiañ Ampflwang en Aostria


Laz-seniñ mengleuzerien Ampflwang

Ampflwang (LFE: ['ampfl̩vaŋ]) pe Ampflwang im Hausruckwald (anv klok), meneget evit ar wezh kentañ en un dornskrid eus 1169, a zo ur gêriadenn en Aostria-Uhel. Eus 1766 betek 1995 e voe eztennet lignit eno, ha lod eus ar wazed a laboure evel mengleuzerien. Er bloavezhioù goude klozañ ar mengleuz e kollas Ampflwang betek 25% eus e annezidi. Saveteet eo bet ar gêriadenn gant an douristelezh avat. E 2006 e ez eo bet savet eno ur "c'helc'h gwezennoù hengeltiek" evit touellañ touristed dedennet gant ar gevrinezh.


Keginerezh Ampflwang

Meuz anavezetañ Ampflwang eo ar Rossknödel (pouloud dienn skornet gwarniset gant kraoñ malet).


Liammoù diavaez