Angled
Neuz
Ur bobl c’herman e oa an Angled , a oa o vevañ e deroù ar milved kentañ war ribl mervent ar Mor Baltel, er pezh zo Schleswig bremañ. Al latin Anglii, eo ar c'hoshañ stumm anavezet eus o anv a gaver e Germania Tacitus. Er Vvet kantved ez ejont, a-gevret gant pobloù german all, da aloubiñ su ha reter Enez Vreizh. Dont a reas neuze al lodenn-se eus Enez Vreizh da vezañ anvet Anglia e latin, hag Engla-lond (en hensaozneg, "Bro an Angled"), un anv a zo aet da England e saozneg bremañ hag a zo orin anv ar vro-se e meur a yezh (galleg Angleterre…).
Rouantelezhioù
Krouiñ a reont rouantelezhioù Bernikia, Merkia, ha Northumbria.