Mont d’an endalc’had

Ded Moroz

Eus Wikipedia
Stumm eus an 24 Gen 2015 da 14:20 gant Llydawr (kaozeal | degasadennoù) (rummad)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Ded Moroz

Ded Moroz (Дед Мороз e ruseg, Дзед Мароз e belaruseg, Дід Мороз en ukraineg), pe Dedushka Moroz (Дедушка Мороз e ruseg) eo paotr kozh ar skorn, e broioù slavek zo (Rusia, Belarus, ...). Tennañ a ra e boltred da Tad-kozh an Nedeleg er broioù kornôk bremañ, met n'eo ket ar memes den ha ne vez ket lidet Nedeleg ahont er memes koulz. Kontet e vez e tegas profoù d'ar vugale met roet e vezont da zeiz kentañ ar bloaz.

Ded Moroz en deus ur verc'h-vihan, Snegourotchka, ur plac'h yaouank hag a zeu gantañ da reiñ profoù d'ar vugale ha da skoazellañ anezhañ. E Veliki Oustug emañ o chom, en un ti bras. Hag e verc'h-vihan he deus he zi e Kostroma.