Mont d’an endalc’had

Les Conquérants de Troy

Eus Wikipedia
Stumm eus an 13 Her 2023 da 13:39 gant InternetArchiveBot (kaozeal | degasadennoù) (O saveteiñ 1 mammenn hag o tikedenniñ 0 evel marv.) #IABot (v2.0.9.5)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Les Conquérants de troy zo un heuliad bannoù-treset. Klokaat rollad an heuliadoù diwar-benn Troy o tisplegañ penaos e oa bet trevadennet a ra an heuliad-mañ.

Gweled en holl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Kengevread ar Bleunioù o paouez kavout ur blanedenn nevez Troy. Ur blanedenn diannezet eo, met rak d’ur ouenn gentidik a-walc’h : an drolled. Dibar eo Troy, ’vat, dre ma vez kavet eno ar Magohamoth, loen misterius hag a daol hudouriezh tro-dro dezhañ.
E soñj a ra Kengevread ar Bleunioù kas un taol-arnod eno evit katalizañ hudouriezh ar Magohamoth ha diorren galloudoù psi e-barzh an drevadennerion. Hag ar re-nes bet enrollet dre heg peurvuiañ ha strewet un tammig pep lec’h war ar blanedenn.
Dispartiet diouzh o zud eo bet Pajenn Wenn hag he breur Zuynn pa oant bet laosket war dTroy. Start en o soñj ’neunt lakaet adkavout anezhe. Ha kement-se hep kontañ war Van Laack, ’vat, ha zo bet karget gant ar C’hengevread skoazellañ diorren ar galloudoù psi. Krog eo Van Laack, neuze, da sevel ur pezh mell pikol tour hag a servijo d’adkas hudouriezh ar Magohamoth ; evit ober se ’vat ’neus ezhomm da gaout devezhiataerion (sklaved).

An tudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pajenn Wenn
  • Zuynn
  • Van Laack

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]