Mont d’an endalc’had

Montserrat (menez)

Eus Wikipedia
Stumm eus an 14 Mae 2024 da 09:50 gant Ar choler (kaozeal | degasadennoù) (Lint)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Ur pennad Montserrat zo ivez.
Menezioù Montserrat gwelet eus ur c'harr-nij

Monserrat zo un tolzad menezioù e Katalonia, un 60 km bennak eus Barcelona. Rannet eo etre komarkoù Bages, Anoia ha Baix Llobregat.

Brudet eo ar manati, manati Montserrat, ha Santa Maria de Montserrat, ar Werc'hez enoret ennañ, Gwerc'hez Monserrat, diwallerez Katalonia. Un arouez broadel eo ar menez.
Hervez ar vojenn eo eno emañ Graal santel marc'heien an Daol Grenn.

Talvezout a ra an anv kement ha "menez" + "serrat", da lavarout eo "menez dantek". Dont a ra eus stumm ar reier, gwelet a bell.

Kern ar menez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sant Jeroni (Sant Jerom) eo anv kern ar menez. Di ez eer dre wenodennoù. 1 236 m a uhelder dezhañ.

Roet e vez an anv "Montserrat" evel anv-badez, ha graet e vez Mont, Montse, Muntsa, Serrat pe Rat, eus an dud.