Havas Worldwide
Havas Creative, eus e anv gwirion Havas Worldwide hag Euro RSCG, ao un Ajañs vruderezh c'hall. Bez eo unan eus brasañ embregerezhioù bruderezh dre ar bed. Savet eo gant 316 burev lec'hiet en 75 bro. An embregerezh a ra bruderezh, marketing, hag a ginnig servijoù kehentiñ evit an embregerezhioù.
E 2010, e oa bet notennet gant Advertising Age e oa an ajañs, (anvet Euro RSCG d'an ampoent), unan gant ar muiañ a labourioù hollek evit an holl re all rouedadoù brudañ anezho. Kement-mañ evit pemp bloaz diouzh renk, ar pezh a ra eus an ajañs an hini galloudusañ. Gant al lec'h penn en New York, Havas Creative eo lodenn vrasañ Havas (Euronext Paris SA: HAV.PA), ar pemvet strollad bruderezh dre ar bed, just a-dreñv, Omnicom, WPP, Interpublic, ha Publicis.