Poc'hêr
Ar Poc'hêr zo ur rannvro istorel e Breizh, en-dro da Garaez.
Istor
En IXvet kantved (840 : Poucaer ; 871 : Poucher) e oa anezhi ur briñselezh e-kreiz kornôg Breizh en-dro da Garaez, ar gêr a voe savet e-lec'h keoded galian-ha-roman Vorgium, goude ma oa aet beli an impalaeriezh roman da get.
Kavet e vez anv koshañ Poucaer un deveradenn eus Pagus (latin evit pastell-vro) = kaer (ger keltiek ha brezhonek kozh evit gêr mogeriet). E-kreiz ar Grennamzer ne oa mui ar gêr gloz nemet un drev eus ar barrez vras a oa Plougêr hec'h anv (Plebs Kaer > Plou Kaer > Plougêr). P'eo Sant Pêr, an abostol, patron iliz Plougêr e c 'heller krediñ eo bet al lec'h-se kreiz ar barrez kentidik a oa Karaez, Plonevell, Kerglof, ar Vouster ha Trefrin enni. Un drev eus ar barrez-se e oa Karaez, gant un iliz-trev dediet da sant Treveur.
Ma n'eus ket kalz a deulioù istorel-rik evit e brouiñ ez eus roudoù eus ur penn bras pe ur mac'htiern anvet Konveur (Conomorus e latin) a oa ar c'hi e loen arouez (Kon +meur) hag e oa o ren war ar gêr mogeriet hag he rannvro. An anv-se a zo ar memes hini ha Cynvawr e hengembraeg.
Neuz ur Barv-Glas a zo bet roet dezhañ gant ar mojennoù p'en defe lazhet meur a wreg dezhañ pa oant dougerezed gant aon ma vije muntret gant e vab da zont. Ha ur wech m'en doa bet lazhet, Sant Trifin, e wreg diwezhañ koulz hag e vab nevez dre e zibennañ, ur burzhud en dije graet sant Gweltaz en ur adlakaat ar penn en e blas ken ez eas ar bugel d'ober un heg d'e dad p'en doa stlapet un dornad douar warnañ. Dre c'hras Doue en dije marvet Konveur a-benn kaer.
Meneget eo bet ur C'honveur meur a wech gant Gregor Teurgn evel ur priñs brezhon en doa roet repu da Vakliav, hemañ breur da C'hanaoù, kont Breizh hag hemolc'het gantañ. Ouzhpenn-se e sav enep-krenn d'ar Franked pa zegemer Kram a glask didronañ e vreur, ar roue frank Klotar III.
Anv ez eus eus Konveur (Konveured all?) e buhezioù sent zo, darn anezho savet en tu all da Vor Breizh.
E 871 e weler un titl rouez a-walc'h d'ar mare-se roet da Yezekael, hini princeps Poucher (Priñs Poc'hêr). En XIvet kantved edo Bernard, beskont Poc'hêr, o reiñ douaroù da Abati Kroaz Santel Kemperle, evel m'o doa graet konted Kerne e penn ar c'hantved a-raok ma oant aet konted da duged Breizh (e 1066 gant Hoel III).
Lennadurezh
- Joëlle Quaghebeur, La Cornouaille du IXè au XIè siècle : Mémoire, pouvoirs, noblesse. Quimper : Société archéologique du Finistère, 2001.