Chal (dilhad)
Ur chal zo ur pezh danvez bras, d'ar merc'hed da wiskañ o divskoaz, pe o fenn a-wechoù evel ur ouel.
E gloan e vez peurvuiañ, ha brasoc'h evit ur skerb. Gallout a ra bezañ tric'hornek pe karrezennek.
Disheñvel eo diouzh ar mouchouer, graet e seiz pe kotoñs.
Istor
Dont a ra ar ger chal eus ar perseg: شال « shal » pe « chaale » eo an anv er yezh-se. En Henamzer e oa ur pezh dilhad boutin e Kreizazia evel en Indez pe e Kornogazia.
Dagentañ ne oa nemet un tamm dilhad da dommaén an dud. Met implijet eo el liderezh yuzev
Giz ar chal e Kornogeuropa zo deuet er XVIIvet ha XVIIIvet kantved da-heul aloubadeg an Indez gant ar Saozon.
Dilhad paotred
E Pers e veze douget en-dro d'an dargreiz gant ar wazed. En Indez e vez gwisket gant paotred koulz ha merc'hed. Pa n'eo anavezet nemet evel dilhadmerc'hed en Kornogeuropa.