Mont d’an endalc’had

Aquilo

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Aquilo eo anv avel an Hanternoz, yen ha kriz, e mojennoù Roma. Klotañ a ra gant Boreas e mojennoù Hellaz. Diskouezet e vez evel ur c'hozhiad, dezhañ blev gwenn a-fuilh.


Bez ez eo unan eus ar «Ventus Venti» (ar Pevar Avel), mab da Eolius (Aiolos e gregach) hag Aurora (pe Eos), evel Favonius, Vulturnus hag Auster.

Meneget e vez gant Circius hag Aparctias en Istorioù Naturel Plinius.

Septentrio

A-wechoù e vez graet Septentrio anezhañ, ur ger a deu eus septem triones ("seizh ejen") hag a ra dave da seizh steredenn vrasañ a zo e steredeg Ursa Major. Di war anv Septentrio eo bet fardet an anv-gwan, a gaver en holl yezhoù latin, septentrional, heñvelster-rik gant boreal hag a dalv "hanternozel ".

Lennegezh

Brudet eo ar werzenn-mañ, gant Jean de La Fontaine :

Tout vous semble Aquilon, tout me semble Zéphyr .

Troidigezh dieub: Pep banne avel deoc'h zo kriz 'vel avel viz, Din-me avat eo par d'un avelig klouar.

Pennad kar dre ar ster