Mont d’an endalc’had

Barbared

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Ar ger barbared — ha meizad ar varbariezh zo stag outañ — o deus bet a-viskoazh ul liv disprizus. Dispakañ a reont war un dro ar fae ouzh ar re all, an estrañjourien, hag an aon dirazo. Michel de Montaigne, a vevas prantad « barbar » ar brezelioù relijion e fin ar XVIvet kantved, a ziskouez mat-kenañ ar santimant-se, pa skriv e les Essais : « Pep hini a ra barbariezh eus ar pezh n'eo ket kustum d'ober. »[1] A-hed an istor ez eus bet sterioù disheñvelik d'ar ger.

Etimologiezh

En orin, ar ger barbar — amprestet digant al latin barbarus en doa amprestet anezhañ digant ar henc'hresianeg barbaros (« estren ») — a oa ur ger a veze implijet gant ar C'hresianed evit komz eus pobloù na oant ket eus sevenadur gresian, hag a oa digomprenus o yezh dezho. Barbaros, er penn kentañ, n'en doa tamm liv disprizus ebet eta. Talvezout a rae hepken « n'eo ket gresian » pe kement den zo digomprenus e yezh d'ar C'hresianed, unan hag a ra gant estlammadelloù evit komz : bar-bar-bar.

Orin ur meizad

Claude Yvon, er pennad « Barbare (philosophie) » eus an Encyclopédie gant Diderot ha d'Alembert, a skriv « eo an anv roet gant ar C'hresianed diwar fae d'an holl vroadoù na gomzent ket o yezh, pe na gomzent ket anezhi kenkoulz hag int, da ziskouez ar c'hemm bras etrezo etrezo hag ar broadoù all a oa chomet e rustoni an amzerioù kentañ. »

Emdroadur ar ger en Henamzer

Dre astenn, ar c'hemm yezh a roio ur sell negativel, disprizus, eus ar re all, eus an estrañjourien, en em gavo en termenadur amprestet digant ar C'hresianed gant ar Romaned. Goude aloubadenn Henc'hres, ar Romaned a zegemeras ar ger gresianek hag a implijas anezhañ evit komz eus ar pobladoù a oa o chom en-dro d'o impalaeriezh. Lakaet e oa barbared e Roma an holl na oant ket eus sevenadur gresian-ha-roman, forzh peseurt live sevenadurezh en defe. Ar Romaned a selle ouzh an Huned evel « loened daoudroadek », hervez an deskrivadenn savet gant an istorour Ammianus Marcellinus, a zanevell penaos e tigouezhjont en Europa, e-giz d'ur « gorventenn a ziruilhfe diouzh ar menez»[2].

Diwezhatoc'h e voe graet 'aloubadegoù barbar eus an dilec'hiadennoù pobloù a c'hoarvezas adalek ar IV kantved betek ar VIvet-VIIvet kantved en Impalaeriezh roman war e ziskar.

Sterioù a vremañ

Skritell propaganda evit enrollañ soudarded en arme amerikan, Kentañ Brezel Bed
- Ar Gevredidi a ra gant skeudenn ar varbariezh evit silañ soñj ar c'hermanofobiezh er brezel zo oc'h ober e reuz.

Hiziv e vez implijet ar ger-se evit komz eus un den pe eus ur strollad sokial a vez sellet outañ evel unan kriz, « digar », hep deskadurezh, feulz, palod e voazioù, ha kement zo...

Da vare ar spered digoll a rae e reuz en Europa e kentañ lodenn an XXvetkantved, tamall ouzh diskennidi ar pobloù german eus ar grennamzer uhel ur stad barbariezh a oa bet un emzalc'h aes hag eeun eus ar propaganda hag eus an istorouriezh c'hall — amprestet d'o zro gant ar gevredidi e-pad an Eil Brezel Bed — evit tremen dre enebadur da zifennerien eus ar sevenadurezh.

Notennoù

  1. « Chacun appelle barbarie ce qui n'est pas de son usage. » Michel de Montaigne, Les Essais, I, 31.
  2. Ut turbo montibus celsis, Istor, XXXI, 3, 8.