Mont d’an endalc’had

United Nations Development Programme

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Programm Diorren ar Broadoù Unanet, United Nations Development Programme e saozneg , berraet en UNDP, a vez graet eus rouedad hollek an diorren evit Aozadur ar Broadoù Unanet.

Gant e lec'h pennañ e New York City, an UNDP a glask reiñ harp ha difenn ar c'hemmoù ret er broioù a-benn uhelaat ul live skoliata, eskemm a-zivout an taolioù-arnod kement hag eskemm ar madoù evit sevel ur bed reishoc'h. Lies eo an obererezhioù a vez sevenet gant an aozadur, evel degas selloù tud arbennikaet, gourdoniñ, harpañ gant arc'hant d'ar vroioù o tiorren. Ar re baourañ dre ar bed e vez bepred kalon ar broioù da harpañ.

An UNDP a zo ur skourr pouezus eus Aozadur ar Broadoù Unanet hag eus ar vodadeg veur. Penn merour an UNDP a vez an trede penn uhelañ ofisiel d'an ABU goude sekretour-meur an aozadur hag ar c'hannad sekretour-meur d'an ABU.

Istor

Er bloaz 1966 e voe krouet an UNDP dre gendeuziñ an EPTA (Expanded Programme of Technical Assistance) hag an diaz arc'hantaouiñ arbennik.