Heinrich Heine
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Prusia, Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Heinrich Heine |
Anv ganedigezh | Heinrich Heine |
Anv-bihan | Heinrich, Harry |
Anv-familh | Heine |
Deiziad ganedigezh | 13 Kzu 1797 |
Lec'h ganedigezh | Düsseldorf |
Deiziad ar marv | 17 C'hwe 1856 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Abeg ar marv | lead poisoning |
Lec'h douaridigezh | Montmartre Cemetery |
Tad | Samson Heine |
Mamm | Betty Heine |
Breur pe c'hoar | Charlotte Embden, Gustav Heine von Geldern |
Pried | Mathilde Heine |
Familh | Heine family |
Den heverk | Helmina von Chézy |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg, galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg, alamaneg |
Bet war ar studi e | University of Bonn, Frederick William University Berlin, University of Göttingen, Humboldt University of Berlin |
Diplom skol-veur | Doctor of Laws |
Lec'h labour | Hamburg |
Komzoù diwezhañ | Dieu me pardonnera, c'est son métier. |
Oberenn heverk | Germany. A Winter's Tale, Atta Troll, Die Harzreise, Book of Songs, The rabbi of Bacherach |
Luskad | Romantelezh |
Ezel eus | Corps Hildeso-Guestphalia Göttingen |
Darvoud-alc'hwez | Nazi book burnings |
Deskrivet en URL | http://www.digiporta.net/index.php?id=601373487 |
Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Art, Stedelijk Museum |
Skrivet en deus evit | Revue des Deux Mondes |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Christian Johann Heinrich Heine (Düsseldorf, 13 a viz Kerzu 1797 — Pariz, 17 a viz C'hwevrer 1856 ) a oa ur barzh hag ur c'hazetenner alamanek.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diasur eo deiziad ganedigezh H. Heine. Ur marc’hadour mezher yuzev e oa e dad, Samson Heine ; e 1825 e tilezas Heine relijion e dud hag e troas da gristen avielour.
Da Vro-Saoz ha da Italia e veajas goude e studi. E 1831 e kuitaas Alamagn hag ec'h eas da Vro-C’hall da chom, da-heul Reveulzi Gouere. Sevel a rae a-du gant mennozhioù monarkiezh vonreizhel Bro-C'hall, gant ar frankiz a oa er vro-se gant ar skrivagnerien hag ar gazetennerien, ha gant mennozhioù nevez ar prederour Henri de Saint-Simon (1760-1825).
E Pariz e voe Heinrich Heine kenskriver ar gazetenn alamanek Allgemeine Zeitung eus Augsburg. Tud brudet a zarempredas e Pariz, evel Gérard de Nerval ha Hector Berlioz, hogen atav e chomas un tamm e diavaez ar metoù-se. Ne oa ket troet kement-se gant al lennegezh c'hallek ha ne skrive nemet en alamaneg. E 1833 e voe berzet e skridoù e Prusia hag e 1835 e Stadoù all ar C'hengevread alaman.
Pa voe emsavadegoù dre Europa e 1848 ne savas ket a-du gant Dispac'h miz C'hwevrer e Bro-C'hall, met en deroù d'an nebeutañ e savas a-du gant an dispac'h er Stadoù alaman, evit goulenn ma vefent demokratel hag unvan.
E 1841 e timezas d'ar C'hallez Mathilde Mirat (1815-1883). Adalek 1845 e c'houzañvas diwar ur c'hleñved nervel hag adalek 1848 e rankas chom war e wele. Pa ne c'helle ket skrivañ ken e c'houlenne ouzh ur sekretour skrivañ e werzennoù evitañ. D’ar 17 a viz C'hwevrer 1856 e varvas e Pariz, ma voe beziet e bered Montmartre[1].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Barzhoniezh leun a velkoni a gaver e skridoù Heine, romantelezh mesket gant gwirionded an emsav Junges Deutschland ("Alamagn Yaouank"). Ur c'hazetenner modern e oa war an dro, ha skriver feilhetonoù. Lod eus e varzhonegoù a voe lakaet sonerezh warno gant sonaozourien evel Franz Schubert, Robert Schumann, Johannes Brahms, Felix Mendelssohn, Franz Liszt, Richard Wagner ha brudetoc’h c’hoazh e voe e labour dre-se. An hini vrudetañ eus e varzhonegoù, Die Lore-Ley, a voe lakaet sonerezh warni gant Friedrich Silche.
Da vare an Trede Reich e voe berzet skridoù Heine abalamour ma oa eus ur familh yuzevien, ha devet e voent e-kerzh un Auto de fé e miz Mae 1933.
Barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gedichte ("Barzhonegoù", 1822 ; adembannet e 1827 en un dastumad brasoc’h anvet Buch der Lieder "Levr ar C'hanoù"
- Romanzero (1851)
- Deutschland – Ein Wintermärchen ("Alamagn– Ur gontadenn c'hoañv, 1844)
- Atta Troll – Ein Sommernachtstraum ("Arra Troll – Hunvre un noz en hañv", 1847)
Komz-plaen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Reisebilder ("Skeudennoù beaj", 4 levrenn, 1826-31)
- Die Harzreise ("Ar veaj en Harz", 1826)
- Zur Geschichte der Religion und Philosophie in Deutschland ("A-zivout Istor ar relijion hag ar brederouriezh en Alamagn", 1834)
- Die romantische Schule ("Ar skol romantel", 1836)
- Der Rabbi von Bacherach ("Rabin Bacherach", 1840)
- Der Doktor Faust ("An doktor Faust", 1851)
- Vermischte Schriften ("Skridoù liesdoare", 3 levrenn, 1854)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Heinrich-Heine-Portal (de)
- (de) Heinrich-Heine-Net (de)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 'Find A Grave'.