Andijk
Andijk (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland, e rannvro West-Friesland en Izelvroioù. Stok ouzh an IJsselmeer eo. Diwar an nederlandeg e teu anv ar gêr : "aan de dijk", da lavaret eo war ar fardell. 47,69 km² eo gorread Andijk ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 6 474 annezad enni.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un iliz vihan a voe savet eno e 1667. E-pad ma voe aloubet an Izelvroioù gant arme Napoleon e voe lakaet Andijk da gêr dizalc'h d'ar 1añ a viz Genver 1812, diwar un dekred gant an impalaer bet savet d'an 21 a viz Here 1811. Pinvidik eo an douaroù en Andijk, hag eno e vez gounezet legumaj. Eus Andijk ivez e vez kaset dour mat da evañ da beurrest ar rannvro. E 1926-27 e voe savet ur polder 40 ha gorread dezhañ er Zuiderzee, en Andijk.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Andijk ez eus 13 dileuriad :
- CDA - 4 dileuriad
- PvdA - 3 dileuriad
- VVD - 3 dileuriad
- GroenLinks - 2 zileuriad
- ChristenUnie - 1 dileuriad
Keleier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"De Andijker" a zo ur gazetenn lec'hel bet krouet e 1921, hag a c'haller lenn war internet ivez. Ouzhpenn keleier e kaver enni dielloù diwar-benn ar vuhez wechall en Andijk.