C'hantieg
Neuz
Ur yezh finnek-ougrek eo ar c'hantieg pe ostyakeg (kantieg : ostjakki, ruseg : хантыйский язык pe остяцкий язык) komzet gant tro-dro da 14 000 den e C'hantia-Mansia, Yamalia, Alexandrovsky hag e Tomsk Oblast e Rusia.
Meur a rannyezh zo, disheñvel-tre an eil diouzh eben.
- Rannyezhoù ar c'hornôg
- Rannyezh Obdoria (Обдорское наречие)
- Rannyezh Ob (Приобское наречие)
- Rannyezh Irtysh (Прииртышское наречие)
- Rannyezhoù ar reter
- Rannyezh Surgut (Сургутское наречие)
- Rannyezhoù Vakh-Vasyugan (Вах-васюганское наречие)
- 13 isrannyezh
Er penn-kentañ e oa bet skrivet gant al lizherenneg latin goude Dispac'h miz Here, met adal 1937 ec'h eo bet skrivet gant al lizherenneg kirillek gant al lizherenn ispisial ouzhpenn <ң> evit skrivañ ar son /ŋ/ ha n'emañ er ruseg.