Mont d’an endalc’had

Kernev-Veur

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Cornwall)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kernow
Banniel Sant Piran Ardamezioù

Sturienn Onan hag oll

"Unan hag holl"

Gouel broadel Sant Piran : 5 Meurzh

Kan broadel

Bro Goth Agan Tasow

Melestradur
Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Bro ofisiel Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Rannvro South-West
Kêr-benn Truru (Karrek)
Yezh vroadel Kerneveureg
Douaroniezh
  • ██ Kernow

  • Gorread 3 562 km²
    Poblañs 568 210 (2019)
    Stankter 159,52 den/km²

    Internet www.cornwall.gov.uk

    Kernev-Veur (Kernow e kerneveureg, Cornwall e saozneg) zo ur vro geltiek hag ur gontelezh e beg mervent Breizh-Veur, en hanternoz da Vor Breizh, dirak aodoù Bro-Leon, er c'hornog d'ar stêr Tamer, dezhi ur gorread a 3 564 km². 568 210 a annezidi a oa o chom enni e 2019, ha Truru eo he c'hêr-benn. Bet ur rouantelezh hag un dugelezh, pouezus eo bet ar mengleuzioù staen, al labour-douar, ar pesketaerezh hag an touristelezh en he ekonomiezh. Saozneg a vez komzet gant ar Gerneveuriz, ha kerneveureg gant lod, ur yezh keltiek tost ouzh ar brezhoneg.

    Lec'hanvadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dont a ra anv ar vro eus meuriad ar gCornovii, ar Vrezhoned a oa o chom eno da vare an aloubadeg roman. Jafrez Menoe, oberour Historia Regum Britanniae er grennamzer, a grede e vije deuet anv ar vro eus Corineus, anv ur brezelour deuet gant Brutus da Enez Vreizh.

    Dont a reas tud da chom da Vreizh-Veur goude diwezhañ oadvezh ar skorn. An tolead anavet evel Kerne-Veur hiziv a oa poblet da gentañ er Paleolitik hag er Mezolitik. Kenderc'hel a reas tud da vevañ eno en Neolitik hag en Oadvezh an arem.

    Hervez John T. Koch ha re all, Kerne-Veur e diwezh Oadvezh an arem a oa ul lodenn eus ur sevenadur eus ar mor gant darempredoù kenwerzh stank, badezet Oadvezh an arem atlantel gant ar skolveuridi, hag a oa skignet e toleadoù Iwerzhon, Bro-Saoz, Kembre, Frañs, Bro-Spagn, ha Portugal[1][2].

    E-doug Oadvezh an arem e oa poblet Kerne-Veur, e-giz peurrest Preden (Bro-Saoz, Bro-Skos, Kembre, hag Enez-Vanav), gant ur bobl gelt anavezet evel ar vrezhoned gant darempredoù sevenadurel anat gant Arvorig. Emdreiñ a reas ar predeneg komzet d'ar mare-se e yezhoù disheñvel, en o zouez ar c'herneveureg, ar c'hembraeg, ar brezhoneg, ar c'humbric hag ar Pikteg[3].

    Kentañ gwech e voe graet anv eus Kernev dre skrid a voe dindan pluenn an istorour Diodorus Siculus (war-dro 90 kent JK – 30 kent JK), a rae meneg moarvat eus ar pezh a oa bet skrivet gant ar beajour Piteas er IVvet kantved kent J.-K., pa verdeas betek Enez Vreizh :

    Annezidi al lodenn-se eus Preden anvet Belerion (pe Land's End) o deus un doare bevañ sevenaet a-drugarez d'o darempredoù gant ar varc'hadourien. Dastum a reont ar staen, o labourat an douar ma vez produet gant evezh bras ... Eno neuze e vez prenet ar staen gant ar varc'hadourien digant tud ar vro hag e kasont anezhañ gante betek Galia, ha goude ur veaj tregont devezh a-dreuz an douaroù, e tegasont o bec'h war gein kezeg e beg ar Ron[4].‎

    Meuriadoù keltiek su Preden

    N'ouzer ket piv e oa ar varc'hadourien-se. Hervez lod e c'hallje bezañ bet Fenikianed, met n'eus prouenn ebet eus kement-se[5]. Ar c'helenner Timothy Champion, o komz eus evezhiadennoù Diodorus Siculus diwar-benn koñvers ar staen, a zisklêr "Ne lavar ket Diodorus gwezh ebet e verdee ar Fenikianed betek Kerne-Veur. Da dra e lavar ar c'hontrol krenn : edo produadur ar staen etre daouarn tud Kerne-Veur, hag aozet e oa e veaj betek ar Mor Kreizdouar gant marc'hadourien eus ar vro, war vor ha goude war zouar a-dreuz Galia, dre doleadoù pell-bras diouzh levezon ar Fenikianed"[6]. Genoù ar Ron a oa etre daouarn Gresianed Marselha. Prouennoù izotopek o deus diskouezet e teue tolzennoù staen kavet en aod Haifa, en Israel, eus Kerneveur[7][8]. Ar staen, na c'halled ket dioueriñ evit produiñ arem, a oa un danvez dibaot a-walc'h hag ur varc'hadourezh prizius en oadvezh an arem - alese an dedennadur evit pourvezioù staen Devon ha Kerne-Veur

    E-pad ar pevar c'hantved kentañ eus hon oadvezh, pa oa perc'henn Republik Roma pe an Impalaeriezh roman warni, e oa pell a-walc'h Kerne-veur diouzh ar c'hreizennoù romanekadur pennañ. An tostañ e oa Isca Dumnoniorum, hiziv Exeter. Koulskoude ez ae ar rouedad hentoù roman betek diabarzh Kerne-Veur ha peder lec'hienn roman a-bouez a oa savet e-kichen kreñvlec'hioù: Tregear e-tal Nanstallon a oa dizoloet e deroù ar bloavezhioù 1970, kavet e oa div all e-kichen Restormel Castle, e Lostwithiel e 2007, hag ur pevare kreñvlec'h e-kichen Calstock a oa dizoloet ivez abred e 2007. En tu all da se e oa kavet ur villa a c'hiz roman e Magor Farm, en Illogan e 1935.

    Goude ma oa aet kuit ar Romaned e voe adsavet ar rouantelezhioù keltiek kozh, ha goude 410 goude J.-K., Kerne-Veur a seblant bezañ renet en-dro gant pennoù roman-ha-kelt eus meuriad ar gCornovii e-barzh rouantelezh vrezhon Dumnonia (enni Devonshire hiziv hag an Inizi Sillan ivez). Brudet eo Marcus Cunomorus, ar Roue Marc'h, a zalc'he d'an nebeutañ ur c'hreñvlec'h e Tintagel e penn kentañ ar VIvet kantved. Ar "roue" Roue Marc'h zo un den damistorel anavezet dre al lennegezh kembraek, Danvez Breizh, ha, dreist-holl, dre istor karantez norman-ha-Breton [Tristan (haroz)|Tristan hag Izold]], brudet er grennamzer. Deskrivet eo ar Roue Marc'h en istor-se evel ur c'har tost d'ar Roue Arzhur, a vez sellet outañ ivez peurliesañ evel un den bet ganet en un tiegezh kerneveurat hervez hengounioù folklorel hag a zeu eus Historia Regum Britanniae skrivet gant Jafrez Menoe en XIIvet kantved.

    Archaeologiezh evel elfennoù eus ar relijion, al lennegezh hag ar mojennoù a zesk deomp e oa un ekonomiezh stabil a-walc'h ha liammoù sevenadurel kreñv etre mervent Preden, su Kembre, Arvorig, inizi Mor Breizh, hag Iwerzhon adalek ar mare m'en em dennas Impalaeriezh roman ar C'hornôg betek ar Vvet hag hag ar VIvet kantved[9]. Kalz a sent kozh a deuas eus Kembre da Vreizh a dremenas dre eno, ha darn o deus lezet roud eus o zremen el lec'hanvadurezh.

    Brezelioù gant ar Wessex

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Goude Emgann Deorham e 577 e oa dispartiet Dumnonia (ha dre-se Kerne-Veur) diouzh Kembre. An Dumnonii en em gannas alies war-lerc'h ouzh rouantelezh saoz Wessex. Danevell a ra an Annales Cambriae e oa trech Brezhoned Kerne-Veur e 722 e "Hehil"[10]. Evit doare e stourmas ar Gerneveuriz ouzh bagadoù eus Wessex, evel m'en laka da soñjal meneg ar roue Inus Wessex hag e gar Nonna en un dave da emgann Lining e 710[11].

    Lenn a reer er C'hronik angl-ha-saoz er bloaz 815 : "Hag ar bloaz-mañ e renas ar roue Ecgbryht un argadenn e Kerne-Veur eus ar reter betek ar c'hornôg." Diwar neuze e seblant e talc'has ar vro evel un dugelezh (ducatus) staget ouzh e rouantelezh Wessex, daoust ma ne oa ket ul lodenn anezhi[12]. E 825, hervez ar C'hronik angl-ha-saoz, en em gannas ar Wealas (Kerneveuriz) a-enep an Defnas (Gwazed an Devon) e Gafulforda. Er memes bloavezh, Ecgbert "a reas eus o bro evel ma felle dezhañ, hag a roas an dekved lodenn anezhi da Zoue." Da lavaret eo e oa staget Iliz Kerne-Veur ouzh Eskobelezh Sherborne, hag e oa roet da Eahlstan, an eskob brezeler saoz, a gemeras perzh er brezel, un dalc'h bras e Kerneveur gant Callington ha Lawhitton, o-daou e traoñienn ar stêr Tamer, ha Pawton e-kichen Padstow.

    E 838 e oa faezhet Kerneveuriz hag o c'hevredidi danat gant Egbert en Emgann Hingston Down e Hengestesdune (Hingston Down e Kerne-Veur moarvat). E 875 e veuze roue diwezhañ Kerneveur, Dumgarth[13]. War-dro ar bloavezhioù 880, Angled-ha-Saozon eus Wessex o doa akuizitet tachennoù douar bihan e reter Kerne-Veur ; en o zouez Alfred Veur en doa un nebeud damanioù[14]. Ar roue Athelstan Bro-Saoz (924–939) a lakaas ar vevenn etre pobl Kerne-Veur hag ar pobl saoz war glannoù ar stêr Tamer, eme William Malmesbury a skrive war-dro 1120[15].

    Prantad breton–ha-norman

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    The ancient Hundreds of Cornwall

    Pa seller ouzh an Domesday Book ez eus peadra da grediñ e oa bet diberc'hennet renkad ar berc'henned douar a orin eus Kerne-Veur hogos penn-da-benn d'ar mare-se hag e oa bet kemeret e lerc'h gant perc'henned douar saoz, Harold Godwinson e-unan da skouer. Koulskoude, e skridoù-testeni eus Bodmin a zalc'h soñj eus dieubadur sklaved, e weler daou zen a-bouez er vro hag o doa pep a anv saoznek a oa displeget gant anvioù a orin eus Kerne-Veur[16]. E 1068 e oa anvet Brian Breizh Kont Kerne-Veur, hag anvioù all meneget gant Edith Ditmas a laka da soñjal e oa kalz kevredidi breton eus an Normaned e-touez ar berc'henned douar goude deroù ren Gwilherm an Alouber e Kerne-Veur. Diskennidi e oant d'ar Vrezhoned o doa tec'het betek an Arvorig e-pad prantad kentañ an aloubadeg angl-ha-saoz[17]. Kinnig a reas ivez ar prantad-se evit aozadur kelc'hiad Tristan hag Iseult gant barzhed evel Béroul diwar un hengoun dre gomz predenek boutin dezhe[18].

    Nepell goude aloubadeg an Normaned e oa roet ar pep brasañ eus an douaroù d'an noblañs breton-ha-norman nevez. Mont a reas al lodenn vrasañ gant Roperzh, kont Mortain, hantervreur Gwilherm an Alouber ha perc'henn douar brasañ e Bro-Saoz goude ar roue, en doa ur c'hreñvlec'h e Trematon Castle e-kichen genoù an Tamer[19].

    Prantad an dTudored 1485–1603

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dindan ren an tiegezh Tudor e oa krog statud disheñvel Kerne-Veur da vezañ krignet gant kreizennadur ar meslestradur. Da skouer, dindan an dTudored e paouezas ar boaz da lakaat kemm etre al lezennoù, evel ar re a denne da industriezh ar staen, a dalveze in Anglia, e Bro-Saoz, hepken pe in Anglia et Cornubia, e Bro-Saoz hag e Kerne-Veur[20].

    Tarzhañ a reas un emsavadeg e 1497, da gentañ e-touesk mengleuzerien staen Kerne-Veur a enebe ouzh an telloù nevez divizet gant Herri VII da vrezeliñ a-enep Rouantelezh Bro-Skos. Gwelet fall eo a an tailh nevez-se rak betek-henn e oa diskarget Kerne-Veur eus telloù. Ouzhpenn tra he doa ur pouez pounner war live bevañ an dud. Kerzhet a reas an emsavidi trema Londrez, en ur zastum aduidi dre ma'z aent, met trec'het e voent en emgann Deptford Bridge.

    E 1549, dindan ren Edouarzh VI ha rejañs Dug Sommerset e strakas Emsavadeg Levr ar bedenn kumun. Sevel a reas ar pep brasañ eus mervent Breizh-Veur a-enep Akta unvander 1549, a redie an holl d'ober gant Levr ar bedenn kumun protestant hag ur servij komunion protestant a oa da gemer lerc'h an oferen gatolik. Katolik e oa Kerne-Veur dre vras d'ar mare-se. Degemeret e oa an Akta div wezh gwashoc'h e Kerne-Veur rak skrivet e oa e saozneg hepken hag ar pep brasañ eus Kerneveuriz a gomze kerneveureg hepken er mare-se. Fellout a re dezhe e talc'hfe an oferennoù da vezañ lidet e latin. Daoust ma ne gomprenet ket gwell ar yezh-se e oa diazezet-mat e implij gant un hengoun a-gozh ha ne oa ket gwelet evel ur yezh estren hag alouberez evel ar saozneg. Krediñ a reer ee oa lazhet ugent dre gant eus poblañs Kerne-Veur e 1549. Unan eus faktorioù pennañ eus diskar ar c'herneveureg eo[21].

    Brezel sivil saoz (1642–1649)

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Kartennoù eus an dachenn dalc'het gant ar roueelourien (ruz) hag ar barlamantourien (glas), 1642–1645

    Kerne-Veur a c'hoarias ur roll a-bouez e-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz, rak un enezennad roueelour e oa e mervent ar vro a oa a-du gant ar Barlamantourien evit ar pep brasañ. Abeg emzalc'h Kerneveuriz e oa Gwirioù ha privilajoù Kerne-Veur a oa stag ouzh an dugelezh hag ouzh ar stannarioù, ar pezh a lakae Kerneveuriz da welet ar roue evel ur gwarezer eus o gwirioù hag eus privilajoù an dugelezh. Douget e oa ivez Kerneveuriz gant o identelezh kreñv da enebiñ ouzh kement emelladenn en o aferioù gant tud a-ziavaez bro. Fellout a rae da barlamant Bro-Saoz bihanaat galloud ar rouaned. Nerzhioù ar Barlamantourien a aloubas Kerne-Veur dre deir gwezh hag a zevas dielloù an dugelezh. E 1645 Sir Richard Grenville, unan eus pennoù roueelour kerneveurat, en em stalias e Lannstefan, a lakaas bagadoù a-hed ar stêr Tamer hag a roas urzh dezhe da zerc'hel "holl ar soudarded estren e diavaez Kerne-Veur". Grenville a glaske implijout "santimant dibarelezh Kerneveuriz" da vodañ harperien evit ar gostezenn roueelour hag e kinnigas d'ar priñs ur raktres en dije savet un dugelezh Kerne-Veur damdizalc'h ma vije bet laket e plas[22][23][24][25].

    XVIIIvet kantved

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Emsavadeg 1715

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Kartenn Kerne-Veur gant John Speed e 1614

    Un emsavadeg Jakobiz a voe e Kerne-Veur hag en Devon e 1715. Renet e oa gant James Paynter eus Sant Columb. C'hoarvezout a rae d'ar memes koulz hag an emsavadeg Jakobiz brasoc'h ha brudetoc'h e Bro-Skos hag e norzh Bro-Saoz. Moustret e voe buan an emsavadeg e Kerne-Veur. Prosezet e voe ouzh James Paynter evit trubarderezh uhel met embann a reas e wir evel kement mengleuzier staen kerneveurat da vezañ barnet dirak ur juri a biri. Didamallet e voe gante ha lezet da vont.

    Tsunami 1755

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    D'ar c'hentañ a viz Du 1755 da 9e 40 diouzh ar beure e tarzhas Kren-douar Lisbon a oa heuliet gant un tsunami hag a skoas aodoù Kerne-Veur war-dro 2e goude kreisteiz. Edo epikreizenn ar c'hren-douar war-dro 200 km a-vaez d'ar C'hab Sant Visant e Portugal, ouzhpenn 1,600 km e Mervent al Lysardh. E Karreg Loes y'n Koes e savas ar mor a-daol-trumm a-raok kilañ, dek munut diwezhatoc'h e savas da 1, 8 m buan-kenañ, hag a gilas ken buan all. Kenderc'hel a reas da zevel ha da ziskenn e-giz-se e-pad pemp eur. E Pennsans e pignas eus 2.4 m hag e Lulyn eus 3 m. Testenioù eus ar memes darvoud a voe e Sant Ives ha Hayle. Arnold Boscowitz, ur skrivagner gallek eus an XVIIIvet kantved a glemmas ar "c'holl bras a vuhezioù hag a berc'hentiaj c'hoarvezet war aodoù Kerne-Veur"[26].

    Ar floderezh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Anat eo e oa ar floderezh en e vog e Kerne-Veur e fin an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved. An taosoù war an emporzhiadennoù hag ar frejoù maltouterezh all war ar varc'hadourezh a atize un niver a goñversanted hag a vevezerien da chom hep paeañ ar priz ouzhpenn a boueze warne oc'h implijout aod drailhet ar gontelezh evit resev marc'hadourezh flodet. Ar brandy, an dantelezh, ar butun degaset eus an douar-bras a oa ar marc'hadourezhioù a veze flodet ar muiañ. Brudet e oa an davarn Jamaica Inn e lanneg Bosvenegh da vezañ bet implijet abred da flodañ. En XIXvet kantved, ul lodenn vras eus poblañs Kerne-Veur – war-dro 10 000 den a istimer, bugale ha maouezed en o zouez – a gemere perzh er vicher-se. Digreskiñ a reas feur ar floderezh goude se ha war-dro ar bloavezhioù 1830, daou faktor a bouezas da vuanaat an emdroadur-se : gwellaenn servijoù ar warded-aod a vrasae ar riskloù da vezañ serret ha digresk ar frejoù maltouterezh war ar madoù emporzhiet a izelaas ar gounidoù a-grenn[27].

    XXvet ha XXIvet kantved

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Identelezh Kerne-Veur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Kresket eo an dedenn evit identelezh Kerne-Veur en XXvet kantved da-heul labour Henry Jenner hag al liammoù savet gant ar pemp broad kelt arall.

    Savet e oa ur strollad politikel anvet Mebyon Kernow e 1951 da glask servijout interestoù Kerne-Veur ha da c'houlenn muioc'h a emrenerezh evit ar gontelezh. Kalzig izili a oa dilennet er c'huzulioù kontelezh, er c'huzulioù distrig hag er c'huzulioù kêr ha parrez met ne reas ket berzh ar strollad el live broadel. Implij stankoc'h banniel Sant Piran zo bet lakaet war gont ar strollad(Daveoù a vank).

    Un emdroadur zo bet e-keñver an doare m'eo anavet identelezh Kerneveuriz pe o c'henel. E 2001 e c'hallas annezidi Kerne-Veur enrollañ o identelezh etnek evel Kerneveuriz en niveradeg vroadel evit ar wezh kentañ er Rouantelezh-Unanet, hag e niveradeg ar skolioù e 2004 e oa tu da verkañ e oa Kerneveurad en isrann ar Vreizhveuriz wenn. D'ar 24 a viz Ebrel 2014 e oa embannet e vefe roet da Gerneveuriz ar statud a vinorelezh hervez ar c'henemglev-stern evit gwareziñ ar bihanniveroù broadel[28].

    Brezel 335 vloaz

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Ur brezel 335 vloaz en deus enebet an Izelvroioù (ar Proviñsoù-Unanet d'ar c'houlz-se) hag Inizi Sillan etre 1651 ha 1986. E-pad Eil Brezel Diabarzh Bro-Saoz a enebas ar roueelourien hag ar barlamantourien etre 1642 ha 1652, Cromwell en doa argaset ar roueelourien. Ur rannvro hepken a gendalc'he da herzel outañ : Kerne-Veur. Kevredet e oa neuze ar Proviñsoù-Unanet hag ar barlamantourien. Evel ma oa al lodenn vrasañ eus Breizh-Veur etre daouarn ar barlamantourien d'ar c'houlz-se e oa bet disklêriet ar brezel da Inizi Sillan a enebe atav oute. Paouez a reas ar brezel un nebeud mizioù goude. Sinet e oa ar feur-emglev a beoc'h e 1986 hepken en un doare ofisiel, ar pezh a sinifi e c'hallfe bezañ bet taget unan eus broioù gant eben e-pad an amzer-se. Dre ma ne oa ket bet sinet ar peoc'h ez eo sañset bezañ padet ar brezel e-pad 335 vloaz hep ma vije bet tennet an disterañ tenn. Unan eus ar brezelioù hirañ ha sioulañ eo eta[29].

    Politikerezh ha melestradur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dezvad Kernev-Veur er Rouantelezh-Unanet

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Diouzh sell ar riez vreizhveurat ez eo Kernev-Veur ul lodenn eus Breizh-Veur, dezhi da zezvad ur gontelezh anezhi, hag adalek Ebrel 2009 un Amaezherezh Unvan.

    Er Rannbarzh Mervent eo enframmet Kernev-Veur.

    Kaoz zo bet gant gouarnamant Bro-Saoz, e 2010, da unaniñ kontelezhioù Devon ha Kernev-Veur.

    Kontelezh lidel ha kontelezh amaezhel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Abaoe 1890 ez eo distag Inizi Sillan diouzh kontelezh amaezhel Kernev-Veur. Chom a reont bodet en hevelep kontelezh lidel avat.

    Amaezierezh lec'hel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Etre ar 1añ Ebrel 1974 hag ar 1añ Ebrel 2009 e voe rannet "kontelezh" Kernev-Veur e c'hwec'h Distrig. Abaoe a 1añ Ebrel 2009 eo bet kemeret lec'h ar Gontelezh hag ar c'hwec'h distrig gant un Amaezhierezh Unvan (unitary authority), meret gant ur Kuzul Kernev-Veur.

    Ar c'hêrioù hag ar parrezioù keodedel eo live izelañ an amaezerezh lec'hel.

    Dilennadegoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Da vouezhiañ da Zael Unaniezh Europa ez eo stag Kernev-Veur ouzh Pastell Dilennel Mervent Bro-Saoz.

    Da vouezhiañ da Di ar C'humunioù ez eo rannet Kernev-Veur e 6 Pastell Dilennel :

    Anvioù Pastelloù Dilennel
    1. Austol ha Tewyn Plustry
    2. Cambron ha Resrudh
    3. Gevred Kernev-Veur
    4. Norzh Kernev-Veur
    5. Porth Ia
    6. Truru hag Aberfal
    Parliamentary constituencies in Cornwall
    Parliamentary constituencies in Cornwall

    En Iliz anglikan e klot Kernev-Veur gant eskopti Truru.

    En Iliz katolik e klot Kernev-Veur gant deanelezh Kernev-Veur, a zo ul lodenn eus eskopti Aberplymm.

    Ledet-mat eo ivez e Kernev-Veur an ilizioù protestant disrannet diouzh an Iliz anglikan, an hentennouriezh pergen.

    Sent kozh (da hiraat)

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Gwerzennoù kentañ an Origo Mundi, kentañ lodenn an Ordinalia, pennoberenn lennegezh kerneveurek ar grennamzer, skrivet gant ur manac'h dianav e diwezh ar XIVvet kantved
    Ur panell degemer e Penzance, e kerneveureg hag e saozneg

    Ur yezh eus skourr predenek ar yezhoù keltiek eo ar c'herneveureg. Tost-kenañ eo d'ar yezhoù predenek all, ar c'hembraeg hag ar brezhoneg, ha pelloc'h diouzh ar yezhoù gouezelek. Ar c'herneveureg ne'n deus statud ofisiel ebet e Kerne-Veur.

    Degaset eo bet d'ar vuhez en-dro en XXvet kantved rak aet e oa da get evel yezh vev e diwezh an XVIIIvet kantved. Edo ar yezh war an diskar abaoe ar XIVvet kantved ha da vare marv ar re ziwezhañ a gomze kerneveureg distenn, ne veze komzet nemet e kornôg ar gontelezh. Dolly Pentreath, aet da anaon e 1777, a oa an hini ziwezhañ gouest da gomz kerneveureg distenn a greder. Menel a rae oberennoù eus lennegezh kerneveurek ar grennamzer hag eus prantad an dTudored, ha tammoù testennoù, yezhadurioù en o zouesk, eus ar XVIIvet kantved, an XVIIIvet kantved hag an XIXvet kantved.

    Abaoe kreiz an XIXvet kantved ez eus bet klasket gant skolveuridi ha tud ac'haret ha gwellwelus dasorc'hiñ ar c'herneveureg. Lañs a oa degaset d'al luskad-se e 1904 pa oa embannet oberenn Henry Jenner, Handbook of the Cornish Language, diazezet war ar c'hrenngerneveureg. Heuliet e oa gant strivoù da adsevel ar yezh dre ar yezhoniezh-keñveriañ hag an dielfennadur diabarzh. Amprestet e oa kalz digant ar c'hembraeg hag ar brezhoneg da sevel ar c'herneveureg a vremañ. Etre 1929 ha 1939 e oa embannet tri levr d'an nebeutañ dezho da bal sikour deskiñ kerneveureg. Kalz tabutoù a savas diwar-benn reizhskrivadur ar c'herneveureg e-doug an XXvet kantved, a-raok ma oa tizhet un emglev diwar-benn un doare skrivañ standard e 2008. Diaes eo gouzout pet kerneveureger zo met krediñ a reer ez eus war-dro 500 den hag a gomz kerneveureg riel hiziv. Kelennet eo ar c'herneveureg bremañ e skolioù zo e Kerne-Veur.

    E 2002, e oa graet anv eus ar c'herneveureg evel unan eus yezhoù ar Rouantelezh-Unanet e Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver[30]. Abalamour da se, e 2005, e resevas e zifennerien arc'hant digant ar gouarnamant[31]. An UNESCO, hag a renke anezhañ e-mesk ar yezhoù aet da get betek-henn, en deus renket anezhañ n'eus ket pell e-mesk ar yezhoù "e dañjer bras"[32].

    Amprestet ez eus bet meur a c'her kerneveurek e geriaoueg ar mengleuzioù e saozneg, evel costean, gossan[33], gunnies, kibbal[34], keeve pe kieve[35] ha vug[36].

    Rannyezh saoznek

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Levezon ar c'herneveureg en deus lakaet da ziwan ur rannyezh gant distagadurioù hag ur yezhadur disheñvel diouzh an hini impijet e lec'h all e Bro-Saoz. Unan bennak hag a gomz evel-se a c'hall bezañ digomprenus pa ne vezer ket ket boas ouzh ar rannyezh. Aet eo rannyezh saoz Kerne-Veur war ziskar ha peurliesañ ne chom nemeur a dra anezhañ an tu all d'ur pouezh-mouezh rannvro hag ar c'hemmoù er yezhadur zo aet da get gant an amzer. Disheñvelderioù er c'heriaoueg zo atav etre kornôg ha reter Kerne-Veur.

    Banniel e diavaez un davarn

    Banniel broadel Kerne-Veur eo Banniel Sant Piran, anvet ivez Crows Wyn ("kroaz wenn" e Kerneveureg)[37][38][39]. Sellet e vez outañ evel banniel ar gontelezh gant Kuzul Kerne-Veur. Banniel Sant Piran zo anezhañ ur groaz wenn war ur c'horread du. Hervez ar vojenn e oa choazet al livioù-se gant Saint Piran goude bezañ sellet ouzh ar staen gwenn e-mesk ar glaou du hag al ludu pa zizoloas ar staen[40][41]. Banniel Kerne-Veur zo ar c'hontrol rik eus banniel kozh breizh, anezhañ ur groaz du war un dachenn wenn[42][43]. Ar c'hentañ meneg eus banniel Sant Piran zo e 1835 pa embannas Davies Gilbert (1767-1839), istorioù dastumet gant daou skrivagner all, Hals ha Tonkin, gant notennoù eus e berzh[44].

    Aspadennoù kastell Tintagel, lec'h ganedigezh ar Roue Arzhur a-hervez

    Sir Arthur Quiller-Couch, skrivet gantañ meur a romant ha studioù burutellerezh eus lennegezh, a oa o vevañ e Tre Fowy. Diazezet eo istor ar pep brasañ eus e romantoù e Kerne-Veur. Daphne du Maurier a oa o chom e Maen Ebeli e-tal Tre Fowy ha kalz eus he romantoù o deus un endro kerneveurat : The Loving Spirit, Jamaica Inn, Rebecca, Frenchman's Creek, The King's General, My Cousin Rachel, The House on the Strand ha Rule Britannia[45]. Skrivet he deus ivez Vanishing Cornwall. Awenet eo bet istor The Birds, unan eus he heuliadoù danevelloù berr spont brudet gant film Alfred Hitchcock, gant Kerne-Veur[46].

    The Adventure of the Devil's Foot un avantur eus Sherlock Holmes skrivet gant Conan Doyle a c'hoarvez e Kerne-Veur[47]. Heuliad Winston Graham, Poldark, re Kate Tremayne, Adam Loveday, romantoù Susan Cooper Over Sea, Under Stone[48], Greenwitch, ha romant Mary Wesley, The Camomile Lawn, a c'hoarvez holl e Kerne-Veur. Gant an anv-pluenn Alexander Kent, Douglas Reeman end deus skrivet heuliadoù, o harozed Richard Bolitho hag Adam Bolitho, a dremen e Kerne-Veur e diwezh an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved, en Aberfala. Kalz eus istorioù Gilbert K. Chesterton a c'hoarvez eno ivez.

    Kerne-Veur er grennamzer zo endro an drilogiezh savet gant Monica Furlong, Wise Child, Juniper ha Colman, evel lodennoù eus Charles Kingsley's Hereward the Wake.

    Romant Hammond Innes, The Killer Mine[49], romant Charles de Lint, The Little Country[50], ha pennadoù 24-25 Harry Potter and the Deathly Hallows, savet gant J. K. Rowling, zo diazezet e Kerne-Veur[51].

    David Cornwell, en deus skrivet romantoù spierien dindan anv John le Carré, a oa o vevañ hag o labourat e Kerne-Veur[52]. Ganet e oa bet ar romantour William Golding, bet gounezet gantñ ar priz Nobel lennegezh, e Sant Columb Minor e 1911, ha distreiñ a reas da veavañ e Truro eus 1985 betek e varv e 1993[53]. D. H. Lawrence a vevas e Kerne-Veur e-pad ur prantad berr. Maget e oa Rosamunde Pilcher eno ivez, ha meur a istor skrivet ganti a c'hoarvez e Kerne-Veur.

    Pladenn 'FOR THE FALLEN' gant beg-douar Din Pentir a-dreñv

    Ar barzh Sir John Betjeman a blije Kerne-Veur dezhañ forzh pegement hag e talc'h ur plas bras en e oberoù. Beziet eo e bered iliz Sant Enodoc, e Trebedrek.[54]. Ar barzh Charles Causley, a oa ganet e Lannstefan hag ar brudetañ eus barzhed Kerne-Veur eo moarvat. Jack Clemo ha A. L. Rowse a oa ivez Kerneveuriz brudet evit o barzhonegoù.

    Oberennoù all

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Skrivet e oa un niver bras a pezhioù-c'hoari e gwerzennoù diwar-benn ar basion e Kerne-Veur evel an Ordinalia e-pad ar grennamzer. Kalz anezhe zo anavet hag o deus pourchaset titouroù prizius diwar-benn ar c'herneveureg. Gallout a reer menegiñ ivez Beunans Meriasek ha Bewnans Ke.

    Pascon agan Arluth (Pasion hon Aotrou) eo an oberenn glok koshañ e kerneveureg. Skrivet e oa er XIVvet kantved.

    Sarmonioù Treagar eo ar c'hentañ skouer eus skridoù plaen e kerneveureg zo chomet betek ennomp. Un heuliad 12 sarmon katolik eo skrivet e saozneg ha troet gant John Tregear war-dro 1560,[55][56] ha staget oute un trizekvet hini Sakramant an Aoter skrivet gant un den all[57]. Daouzek eus an 13 sarmon e Homelies to be read within his diocese of London of all Parsons, vycars and curates skrivet gant Edmund Bonner e 1555 ; dek eus ar re skrivet gant John Harpsfield, daou eus Henry Pendleton[58][59]}} and one by Bonner himself)[60] a oa lakaet e kerneveureg gant John Tregear, hag a zo bremañ an oberenn vrasañ e skrid-plaen e kerneveureg[57]. Tregear ne oa ket un troer eus ar c'hentañ[61] hag a rae alies gant gerioù amprestet digant ar saozneg pe gant kalkoù diwarnañ[57]. Hervez Alan Kent e oa marteze abalamour ma ne oa ket Tregear evit kaout soñj eus ar gerioù kevatal e kerneveureg abalamour d'an digresk bras en anaoudegezh hag er varregezh da gompren kerneveureg d'ar c'houlz-se, ha marteze e felle dezhañ reizhañ e skridoù diwezhatoc'h[62] Dizoloet e oa ar sarmonioù e miz Ebrel 1949 gant John Mackechnie e paperioù an tiegezh Puleston| e dastumad ar British Museum[55].

    Nicholas Boson (1624−1708) a skrivas teir zestenn e kerneveureg : Nebbaz gerriau dro tho Carnoack (Un nebeud gerioù diwar-benn ar c'herneveureg) etre 1675 ha 1708 ; Jowan Chy-an-Horth, py, An try foynt a skyans (Yoan Chyannor, pe, an tri foent a skiant), embannet gant Edward Lhuyd e 1707, daoust ma oa skrivet abretoc'h ; ha The Dutchess of Cornwall's Progress, ul lodenn anezhi skrivet e saozneg, na anaver nemet tammoù anezhi bremañ. Bez eo an div gentañ an testennoù e skrid plaen e kerneveureg nemeto zo chomet eus ar XVIIvet kantved. Embannet e oa oberennoù Boson, gant re e vab John Boson hag e genderv Thomas Boson (1635–1719) e levr Oliver Padel : The Cornish writings of the Boson family (1975).[63]


    ur pasty eus Kerne-Veur

    Kelc'hiet eo Kernev-Veur war tri zu gant ar mor ha dourioù peskedus, ha dre se eo aes pourchas boued mor fresk eno. Brasañ porzh pesketa Breizh-Veur eo Newlyn hervez talvoudegezh ar pesked degaset ennañ[64]. Ur meuz pesked brudet eus ar vro eo ar Stargazy pie, ur wastell gant pesked ma tifluk pennoù ar pesked a-dreuz kroust ar wastell, evel pa vijent o sellet ouzh ar stered. Fardet e vez ar wastell-se da vare festival Tom Bawcock's Eve, met gallout a ra bezañ debret forzh pegoulz.

    Brudet eo Kerne-Veur dreist-holl koulskoude evit e bpasties, ur meuz saourus fardet gant toaz. Graet e vez alies oggies eus ar pasties er vro. Hiziv e vez fardet ar pasties gant ur gwarnisadur kig bevin, ognon, patatez ha ruta gant holen ha pebr gwenn, met gwezhall e vezent fardet gant traoù all ivez. Turmut, 'tates and mate (dle. "ruta, patatez ha kig") a zeskriv ur gwarnisadur implijet stank gwezhall. Da skouer, pasties zo a veze gwarniset gant pour dreist-holl, hag ar pasty gant louzoù fin a oa ennañ beler, perisilh, ha chalotez[65]. Gwezhall e veze graet ivez alies gant gwarnisadurioù sukret evel kaotigell, avaloù ha mouar, pruneoz pe kerez[66].

    Kêrioù pennañ Kernev-Veur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Kartenn divyezhek Kernev-Veur : kerneveureg/saozneg
       Kêr annezidi (2001)[67] annezidi (2011)[68]
    1 Austol 22 658 25 447
    2 Pennsans 21 255 19 872
    3 Truru (pe Tryverow), kêr-benn Kernev-Veur 20 920 23 041
    4 Aberfala (Gant Pennrynn) 28 801 31 988
    5 Kammbronn 20 010
    6 Tewynn Pleustri (KU: Por Lestri) 19 562 20 189
    7 Essa 14 124 15 566
    8 Bosvenegh 12 778 14 614
    9 Rysrudh (gant Kammbronn) 39 937 42 690
    10 Hellys 10 578 12 184

    Kehentiñ gant Breizh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Bez' ez eus meur a zoare da vont a Vreizh da Gernev-Veur :

    Mengleuzerezh ar staen

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Mekanik dre aezhenn Richard Trevithick.

    E-pad ur prantad eo bet Kerneveuriz ar gwellañ arbennigourien war ar mengleuziañ hag e voe savet ur skol mengleuziañ e Kerne-Veur e 1888. A-vuzul ma'z ae bourvezioù staen war vihanaat e tivroas kalz Kerneveuriz da vroioù all evel Amerika, Aostralia, Zeland-Nevez ha suafrika el lec'h ma oa klask war tud arroutet evelto. Hervez lavar ar bobl forzh pelec'h ez afec'h er bed, pa welit un toull en douar, e kavoc'h ur C'herneveurad en deun anezhañ(Daveoù a vank). Meur a c'her kerneveurek a denn d'ar mengleuzioù a zo implijet e geriaoueg ar mengleuzioù e saozneg, evel costean, gunnies, ha vug.

    Hiziv avat n'eus mengleuz staen ebet ken e Kerne-Veur. E 2019, Strongbow Exploration, ur gompagnunezh mengleuziañ kanadian, a embannas e oa e sell da sevel ur mengleuz staen e Bal Crofty Soth[69].

    Abaoe diskar ar mengleuzioù staen, al labour-douar, hag ar peskerezh eo deut ar vro da zepantout eus an touristerezh. Kerne-Veur zo unan eus al lodennoù paourañ eus Kornôg Europa.

    1. (2010) in Barry Cunliffe: Celtic from the West: Alternative Perspectives from Archaeology, Genetics, Language and Literature. Oxbow Books and Celtic Studies Publications. 384 p. ISBN 978-1-84217-410-4. 
    2. Cunliffe, Barry (2009). "A Race Apart: Insularity and Connectivity". Proceedings of the Prehistoric Society 75: 55–64. DOI:10.1017/S0079497X00000293
    3. Payton (2004), p. 40.
    4. Halliday (1959), p. 51.
    5. Halliday (1959), p. 52.
    6. Champion, Timothy (2001). "The appropriation of the Phoenicians in British imperial ideology". Nations and Nationalism 7 (4): 451–65. DOI:10.1111/1469-8219.00027
    7. (2019) "Isotope systematics and chemical composition of tin ingots from Mochlos (Crete) and other Late Bronze Age sites in the eastern Mediterranean Sea: An ultimate key to tin provenance?". PLOS ONE 14 (6): e0218326. DOI:10.1371/journal.pone.0218326
    8. "Ancient tin found in Israel has unexpected Cornish links", CNN (19 a viz Gwengolo 2019). 
    9. AD 500 – Tintagel. Archaeology.co.uk (24 a viz Mae 2007).
    10. Medieval Sourcebook: The Annales Cambriae 447–954 (The Annals of Wales). Fordham.edu.
    11. Weatherhill, Craig Cornovia; p. 10
    12. The Foundation of the Kingdom of England. Third-millennium-library.com.
    13. Annales Cambriae
    14. Keynes, Simon; Lapidge, Michael (tr.) (1983), Alfred the Great: Asser's Life of King Alfred and other contemporary sources, London, Penguin Books, p. 175; cf. ibid, p. 89
    15. Stenton, F. M. (1947) Anglo-Saxon England. Oxford: Clarendon Press p. 337"
    16. Cornish (and Other) Personal Names from the 10th Century Bodmin Manumissions gant Heather Rose Jones
    17. Welsh Journals Online. Welshjournals.llgc.org.uk.
    18. E. M. R. Ditmas, Tristan and Iseult in Cornwall: The Twelfth-century Romance by Beroul Re-told from the Norman French, by E. M. R. Ditmas Together with Notes on Old Cornwall and a Survey of Place Names in the Poem (Forrester Roberts, 1970)
    19. Williams, Ann & Martin, G. H. (2002) (tr.) Domesday Book: a complete translation, London: Penguin, pp. 341–357
    20. Davies, Norman (2000). The Isles: A History. Macmillan. 497 p. ISBN 978-0-333-69283-7. 
    21. Rowse, A. L. (1941) Tudor Cornwall. London: Cape.
    22. Stoyle, Mark (2002). West Britons. University of Exeter Press
    23. Burne, A. H. & Young, Peter (1959) The Great Civil War, a military history.
    24. Gardiner, S. R. (1888) History of the Great Civil War Levrenn I.
    25. Gaunt, Peter (1987) The Cromwellian Gazetteer
    26. Cornwall Council. Sources of Cornish History – The Lisbon Earthquake Patrom:Webarchive
    27. Digest, Readers (1989). Around Island Britain. Grafton Books. 87 p. 
    28. "Cornish people granted minority status within UK", BBC (24 April 2014). 
    29. dailygeekshow.com "Le saviez-vous ? Une guerre a duré 335 ans sans jamais faire aucun mort"
    30. "November 2002 – Cornish gains official recognition", BBC News (6 November 2002). 
    31. "June 2005 – Cash boost for Cornish language", BBC News (14 June 2005). 
    32. "BBC News - Cornish language no longer extinct, says UN", BBC News (7 December 2010). Retrieved on 14 January 2015. 
    33. gossan – definition of gossan by the Free Online Dictionary, Thesaurus and Encyclopedia. Thefreedictionary.com (21 September 2009).
    34. kibbal - Definition of kibbal - Online Dictionary from Datasegment.com. Onlinedictionary.datasegment.com.
    35. Hunt, Robert (1887). British Mining: A Treatise on the History, Discovery, Practical Development. London : E. & F. N. Spon. 778 p. “The tin stuff is put into a "kieve" about 3Patrom:Frac feet diameter and 2Patrom:Frac feet deep, and with an equal volume of water is continually stirred with a shovel in one direction until the tin stuff is in a state of suspended motion.” 
    36. Dictionary of Mining, Mineral, and Related Terms by American Geological Institute and U S Bureau of Mines; pp. 128, 249 & 613
    37. Payton (2004), p. 262.
    38. Rendle, Phil. Cornwall – The Mysteries of St Piran. Proceedings of the XIX International Congress of Vexillology. The Flag Institute.
    39. Cross of Saint Piran. Flags of the World (FOTW).
    40. Payton (2004), p. 262.
    41. Rendle, Phil. "Cornwall – The Mysteries of St Piran". Proceedings of the XIX International Congress of Vexillology. The Flag Institute
    42. Cornwall (United Kingdom). Crwflags.com.
    43. British Flags (United Kingdom) from The World Flag Database. Flags.net.
    44. Rendle, Phil. "Cornwall – The Mysteries of St Piran". Proceedings of the XIX International Congress of Vexillology. The Flag Institute
    45. Daphne du Maurier. DuMaurier.org.
    46. The Birds. MovieDiva.com.
    47. The Adventure of the Devil's Foot. WorldwideSchool.org.
    48. Over Sea, Under Stone. Powell's Books.
    49. The Killer Mine. BoekBesprekingen.nl.
    50. (7 April 2001) The Little Country. ISBN 0312876491. 
    51. Shell Cottage. hp-lexicon.org.
    52. "Le Carré betrayed by 'bad lot' spy Kim Philby", Channel 4 News, London: Channel 4 (12 September 2010). 
    53. Biography of William Golding. William-Golding.co.uk.
    54. St Enodoc Church. RockInfo.co.uk.
    55. 55,0 ha55,1 (1999) "Cornish Lexicography in the Twentieth Century: Standardisation and Divergence.". Bulletin Suisse de Linguistique Appliquée 69 (1): 45–57
    56. Peswora Gradh Dedhyasow.
    57. 57,0 57,1 ha57,2 Cornish literature.
    58. Daoust ma laka Chaudhri daou sarmon war gont un 'Oliver Pendilton' ez eo gwirheñveloc'h ez eo Henry Pendleton, a oa kure dindan Bonner a skrivas anezhe.
    59. Henry Pendleton.
    60. A Description of the Middle Cornish Tregear Manuscript pp. 1–2 (2001).
    61. (1954) "Cornish Words in the Tregear MS.". Zeitschrift für celtische Philologie 24 (1): 1–5. DOI:10.1515/zcph.1954.24.1.1
    62. Hebrew was the only language ever to be revived from extinction. There may soon be another (29 April 2017).
    63. The Cornish writings of the Boson family: Nicholas, Thomas and John Boson, of Newlyn, circa 1660 to 1730, Edited with translations and notes by O. J. Padel (Redruth: Institute of Cornish Studies, 1975) (ISBN 0-903686-09-0)
    64. Objective One media release. Objectiveone.com.
    65. Cornish recipe site. Alanrichards.org (25 February 2008).
    66. Martin, Edith (1929). Cornish Recipes, Ancient & Modern. 22nd edition, 1965. 
    67. KS101EW (Usual resident population) - Nomis - Official Labour Market Statistics.
    68. KS101EW (Usual resident population) - Nomis - Official Labour Market Statistics.
    69. Strongbow reviving age-old Cornwall tin mining tradition. Mining Journal.