Cassius Dio
Lucius Claudius Cassius Dio Cocceianus, pe Dion Cassius pe Cassius Dion, ganet war-dro 155 e Nikaia, e Bithynia, marvet goude 235, a oa un istorour roman, hag a skrivas Historia Romana e gregach. Embann a reas 80 levrenn diwar-benn istor Henroma, adal donedigezh Aeneas da Italia. Goude-se e ra anv eus diazezidigezh Roma (753 kent JK), savidigezh ar Republik (509 kent JK), ha hini an Impalaeriezh roman (31 kent JK), betek ar bloaz 229.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Cassius Apronianus, bet konsul e 191.
Cassius Dio a zo bet e-unan senedour, koñsul e 229 da heul an impalaer Severus Alexander, gouarner e Reter hag en Afrika.
Aet maez eus an 'aferioù' publik war dro 235. En em dennas e Nikea evit peurachuiñ e levrioù.
Cassius Dio a zo gwelet evel un aozer reizh, nemet a-enep Seneca.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo e "Istor Roman" (Ῥωμαϊκὴ Ἱστορία), un oberenn a 80 levr hag a gont 973 vloaz buhez Roma, adalek e ziazez betek mare Alexander Severus e 229.
Levroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- M.-N. Bouillet : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. L. Hachette et Cie. Paris. 1863