Mont d’an endalc’had

Dordogna

Eus Wikipedia
Ar stêr Dordogna nepell diouzh Castelnaud-la-Chapelle (Dordogne)

An Dordogna (Dordonha en okitaneg ; Dordogne e galleg hag ent-ofisiel) zo ur stêr e kreiz Bro-C'hall, 483 km hed dezhi, adstêr d'ar stêr Garona ; goude ar c'hember er Bèc d'Ambés e tro an Dordogna hag ar Garona da aber Gironde. Diwar-lerc'h ar stêr-mañ eo bet anvet departamant an Dordogne.

C'hoarvezout a ra an Dordogna war lez ar Puy de Sancy, uhelañ menez an Torosad Kreiz, eus kember daou frou d: an Dore, a oa d'hec'h eien 1 694 m a uhelder e 1864, a ver enni an Dogne, en ur c'hember 1 366 m a uhelder, e kumun ar Mont-Dore e-harz ar Puy de Sancy.

Bageal warni a vez graet adalek kêr Liborna. Dour ar mor a zeu enni avat betek Castillon-la-Bataille.

Roet eo bet al label "Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor" da Vro Flondrenn an Dordogna.