Mont d’an endalc’had

Herodiadez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Herodiada)
Herodiadez, gant Paul Delaroche.

Herodiadez pe Herodiaz, (הרודיאס en hebraeg; war-dro 15 kent JK-goude 39) a oa ur briñsez yuzev eus tiegezh an Herodizien.

Bet e oa, da gentañ, gwreg Herodez Filipos I, a oa tad he merc'h Salome.

Kuitaat a reas anezhañ da eurediñ gant Herodez Antipas, tetrarkour Galilea.

Hervez Aviel Mark hag Aviel Mazhev e teuas a-benn da lakaat dibennañ Yann-Vadezour dre hanterouriezh Salome.

Merc'h e oa da Aristobulus IV, mab da Herodez Veur, ha d'e wreg Berenis.

War-dro ar bloavezh 1 pe 2 e timezas d'he eontr Herodez II, pe Herodez Boethus, mab da Herodez Veur, ha da Mariamne II e drede gwreg, a oa merc'h ar beleg meur Simon Boethus.

E-pad ur pennad e veze gwelet ennañ an danvez roue war-lerc'h Herodez Veur, met pellaet e voe war-lerc'h d'e vamm kemer perzh en un irienn da lazhañ ar roue.

Goude dimezet da Herodiadez ez eas ar priedoù da chom en ur gêr en arvor, marteze Azotus, Ascalon pe Caesarea Maritima. Ur verc'h o doe war-dro ar bloaz 14, a voe anvet Salome diwar anv Salome I, he mamm-gozh a-berzh mamm.


Oberennoù arzel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]