Mont d’an endalc’had

Pillig

Eus Wikipedia
Ur billig-krampouezh giz nevez

Ur billig (pillig eo ar ger), pe ur billig-krampouezh, zo ur benveg lakaet war an tan d'ober krampouezh. Ar re vras a vez graet kleurc'h anezho a-wechoù.

Gallout a ra ivez bezañ ur benveg keginañ ma c'haller poazhañ bouedoù a bep seurt (pesked, kig, legumaj...), dreist-holl pa vez ur billig-lostek, a zo anvet ivet paelon pe palarenn.

Pilligoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A bep seurt pilligoù all a c'hall bezañ, graet estroc'h eget evit fardañ krampouezh.

  • ar billig-lostek, pe paelon
  • ar billig toull, evit poazhat kistin
  • ar billig-wele, gwechall, evit tommañ ar gweleoù,
  • ar billig lost hir, ul lesanv evit un detekter metal.
  • ul lesanv evit ur barabolenn da dapout ar skinwel.