Mont d’an endalc’had

Meulomp e peb amzer, Kalon Jezus

Eus Wikimammenn
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 31-32)


N° 22. — Meulomp e peb amzer.
Ton N° 21.


Diskan :
 Meulomp e peb amzer
 Kalon Jezus hon Zalver
bis.


  1. Me ho meul, o ma Jezus,
    C’houi ec’h euz ma c’hrouet,
    C’houi ec’h euz ma frenet,
    C’houi am mag, o ma Jezus

  2. Mil benos d’ac’h, o Jezus,
    C’houi a zo ma fastor,
    C’houi a zo ma zensor,
    C’houi zo ma ol vad, Jezus.

  3. Pec’het am euz, o Jezus,
    Alies em bue :
    C’houi ec’h euz bet true
    Ouz ma stad, o ma Jezus.

  4. Ma ine paour, o Jezus,
    Genac’h zo bet goalc’het,
    Koant eo breman meurbet
    Dre ho kras, o ma Jezus.

  5. Ma zikouret, o Jezus,
    Ar rest euz ma deiou,
    E kreiz ma ol boaniou,
    Bet genin, o ma Jezus !

  1. Hastet, hastet, o Jezus,
    Terri ma chadenou :
    Na pegouls en Envou
    Ho meulin, o ma Jezus !

  2. Ra vezo meulet Jezus,
    Dre-ol, da bep mare !
    Ni bemnos ha bemde
    Meulomp ol, meulomp Jezus !