hepken
Neuz
Brezhoneg
Adverb
hepken
- war-lerc'h un anv, un niver, ur bomm, ur frazenn, en ur frazenn er stumm-kadarnaat:
- ... ro din mil skoed hepken hag e larin ec'h eo marvet ma mamm dre gleñved ha kozhni, ha nen ne ouvezo netra. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 214.)
- Ra he devo ul lagad hepken. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 105.)
- Soñjal enno hepken a ra din saouzaniñ, STR 34
- Marteze ne rean ket mad, rag ar venjanz a zo da Zoue epken',... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 67.)
- Eur gomz dievez ebken a viche bet avoualac’h evit lakaat martoloded ar republik, pe ar c’hos garde-kotet, da zont da enezen Rouzik, da lammet var ar gristenien vad ha d’ho strinka e goueled ar mor. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 79.)
- Abalamour da ze ive eo ar pez fall-ze ebken eo hor beuz c’hoant da gas er meaz euz hor bro. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 90.)
- Ar zakrist ebken, eur veach enn amzer, goude beza evet eur banne, a gounte eur farz bennag divar-benn he bersoun, mez ar re-all a jomme mud. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 96.)
- ... eun tamm c’hoant ebken da gas gantho unan euz va moc’h a zo avoualac’h evit va dizelei. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 99.)
- M'en diviche graet Polidor eun harzadenn epken, oa great ganen evit ar bed-man : [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 28.)
- Anna, c'hwi hepken a oar peger bras glac'har eo ganen ho kwelet o vont kuit; ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 127.)
- Pêr en doa c’hoant da furchañ betek ar foñs, abalamour da gaout ur gouign a bep seurt ; mez Kolaig a viras outañ, hag a lavaras dezhañ kemeret diwar-c’horre ma karje, rak ned ae ket, evit un dousenn hepken, da zirenkañ e banerad kouignoù eus an nec’h d’an traoñ. — (Lan Inizan, Toull al Lakez, Brest-Kemper, 1878, Kemper, 1930, p. 31.)
- ... ar meot hepken a oar tourtal ... — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 58.)
- Doue da vezo meulet ! ar gaoter hepken a zo torret. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 69.)
- Doue hepken a zo mat, tad-koz. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 80.)
- ...eur c’houzougad alan hepken en deus kemeret. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 106.)
- Lezit ac’hanoun da sellout eun tammig, eun tammig bihan hepken. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 115.)
- Evidoun-me avat a vefe laouen gant an hanter hepken eus ar pez hoc’h eus. » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 124.)
- « [...]. Hounnez eo ar yaouanka, hag hi hepken a c'hello kas ac'hanout da balez he zad. [...] — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 171.)
- Louarn hepken a oa bet chañsus. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 218.)
- en droienn n'eo ket ... hepken:
- N'eo ket ar Misionou hepken a c'houlenn tud yaouank kalonek [...]. — (Lan ar Bunel, Laouig ar Penker eun danvez beleg, Moulerez straed ar C'hastell, Brest, 1929, p. 7.)
- N'eo ket ur vuoc'h treut nag ur pemoc'hig hepken eo a bren Houarn. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 130.)
- (ral) dirak un anv, un niver
- en droienn nemet ... hepken:
- Ha n'oa nemet Yann Pennorz hepken o lakaat kemend-all a gemmesk. EK 2/100