Mont d’an endalc’had

Frygia

Eus Wikipedia
Stumm eus an 23 Gen 2022 da 20:29 gant 92.139.41.163 (kaozeal) (idem)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Broioù Azia-Vihanañ en Henamzer
Azia-Vihanañ en Henamzer

Frygia (henc'hresianeg : Φρυγία Frygía) a oa ur vro en Azia-Vihanañ an Henamzer, etre Lydia war aodoù ar Mor Egea er c'hornôg ha Kappadokia er reter, e tachenn proviñsoù turk Afyon, Eskişehir hag Ankara hiziv.

Hervez Herodotos e teue pobl Frygia eus Makedonia hag eus Albania ; neuze e vijent bet unan eus pobloù ar mor.