Mont d’an endalc’had

Wikipedia:N'eo ket wikipedia ur geriadur

Eus Wikipedia
Stumm eus an 18 C'hwe 2022 da 21:47 gant Lekemok (kaozeal | degasadennoù) (Diskoulmoù: Yezh)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Politikerezh ofisiel


Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc'h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d'ur c'henemglev ledan. Ma n'oc'h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc'h war ar bajenn gaozeal da gentañ.


Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



N'eo ket wikipedia ur geriadur


Berr-ha-berr

[kemmañ ar vammenn]

Diorren a ra ar pennad-mañ unan eus diazezoù pennañ ar wikipedia (dave: Wikipedia)

Mat eo kregiñ ur pennad gant un despizadur pe un deskrivadur sklaer diwar-benn dodenn ar pennad, evel-just.

Tennañ a ra ar politikerzh pennañ-mañ avat da bennadoù enne despizadurioù gerioù hepmuiken, hep titour holloueziadurel ebet.

Ne glote ket pennadoù a-seurt-se gant unan eus pennaenn diazez ar raktres, da lâret eo n'eo ket wikipedia ur geriadur

Skouerioù

[kemmañ ar vammenn]
Jedoniezh : skiant ar jediñ.
Jedoniour : un den hag a studi ar jedoniezh.
Matematik : ur ger all evit jedoniezh.
Evn : ur ger all evit labous implijet e lec'hioù 'zo.

Diskoulmoù

[kemmañ ar vammenn]
  • Sevel adkasoù ha skarzhañ ar pennad – talvoudus dreist-holl evit heñvelsterioù ha stummoù rannyezhel, da skouer “Matematik” > “Jedoniezh” (pe vice versa)
  • Sevel adkasoù ha klask enteuziñ gant pennadoù bet krouet dija – talvoudus dreist-holl evit heñvelsterioù ha stummoù rannyezhel pa ranker ouzhpennañ resisadurioù munut o tennañ da implijoù resis ar stumm-mañ-stumm, da skouer “Matematik” > “Jedoniezh” hag ouzhpennañ er pennad “jedoniezh” dindan un ispennad “matematik”: “stumm erbedet/implijet gant Diwan”.

Wikeriadur

[kemmañ ar vammenn]

Ur wiki brezhonek all zo bet savet a-ratozh-kaer evit talvezout da c'heriadur Wikeriadur: s.o. pajenn degemer ar wikeriadur amañ.

Pennadoù berr

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket hirder ar pennad hag a laka anezhañ da vezañ renket evel ur pennad geriadurel met an doare m'eo bet savet.

Ur pennad a c'hell bezañ berr, pe berr-tre (“stub” a vez graet oute e saozneg) zoken, ha savet mat memestra.

Peurliesañ avat e vez tu da ziorenn pennadoù berr-tre dre ouzhpennañ titour holloueziadurel.

Gwelet ivez

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket wikipedia ur yezhadur

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket wikipedia ur yezhadur nag un dornlevr diwar-benn implijoù ar yezh. Bez' e c'hell ar pennad-mañ'r pennad reiñ titour yezhadurel, termenadurel hag all e korf ur pennad, met erbedet e vez chom hep sevel pennadoù a-ratozh-kaer enne titour a seurt-se hepmuiken.

Skouerioù

[kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e c'hell seurt pennadoù bezañ enbarzhet e pennadoù all (bet krouet dija pe da grouiñ) pe c'hoazh diorroet evit ober dioute pennadoù a-feson hag a glotae gant pennaennoù diazez ar raktres.

Meur: kalz a + liester met meur a + unander.
Diskoulm: diverkañ ar pennad.
Paotred Mari-Robin : termen implijet dre gomz a-wezhioù evit envel an archerion.
Diskoulm : ouzhpennañ d'ar pennad "Archerion".

Liammoù diavaez

[kemmañ ar vammenn]