Mont d’an endalc’had

Gwaskogn

Eus Wikipedia
Stumm eus an 3 Mae 2024 da 19:40 gant Ar choler (kaozeal | degasadennoù) (padding)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Gwaskogn
Banniel Skoed

Bevennoù Gwaskogn, a-hed an istor

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwaskogn (ne vez ket degemeret ar stumm Gaskogn peurvuiañ), Gasconha ({{LFE|[gasˈkuɲɔ / gasˈkuɲə]]]) en okitaneg (gwaskoneg), zo ur broviñs kozh, rannet bremañ etre Bro-C'hall, evit an darn vrasañ, ha Bro-Spagn, gant Traoñienn Aran a zo e Generalitat Katalonia. N'eus ket anezhi ken abaoe ar Grennamzer, se zo kaoz n'eus ket anv anezhi da vare krouidigezh an departamantoù gall. Daoust da gement-se e chom bev an eñvor anezhi e meur a geñver.

Aush eo ar gêr-benn istorel.

Er Grennamzer uhelañ e oa ur briñselezh e mervent Bro-C'hall. Adalek 1032 e oa krog da vruzuniñ, ha n'eus ket bet anezhi ken evel unvez politikel goude 1063. Er bloaz-se e voe trec'het Bernard II Tumapaler, kont Gwaskogn, en emgann La Castelle, gant Gwilherm VIII, dug Akitania, ma laoskas Gwaskogn gant Akitania. Goude feur-emglev Pariz e 1259 e voe roet da zugelezh Akitania an anv a zugelezh Guyenne (Gwienna), a oa neuze anv douaroù ar roue saoz e Bro-C'hall.

Daoust da se e chom bev ar bersonelezh rannvroel waskon betek hon amzer, ha dreist-holl dre ar gwaskoneg, unan eus rannyezhoù an okitaneg.