Mont d’an endalc’had

Enez Tristan

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh ha kêr Sant-Maloù ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ur pennad Enez Tristan (Antarktika) zo ivez.
Enez Tristan
Gwelet eus aber Pouldahu gant ar mor en e c'hourlen
Gwelet eus aber Pouldahu gant ar mor en e c'hourlen
Anv(ioù) all Ar Fort
Anv gallek Île Tristan
Geografiezh
Lec'hiadur Bae Douarnenez (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 48° 06′ 06″ N, 4° 20′ 15″ K
Gorread 6 ha
Lein uhelañ 33 m
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Gerne
Departamant  Penn-ar-Bed
Kumunioù Douarnenez
Poblañs
Poblañs ? ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+01:00

An Enez Tristan[1], anvet dre vras ar Fort gant tud ar vro[2], gwechall "Enez Tutuarn"[3], a zo un enezenn e Bae Douarnenez, e kumun Douarnenez, e Penn-ar-Bed hag e Bro-Gerne. Mont di a c'haller war droad pa vez izel ar mor. Eno emañ tour-tan Enez Tristan.

Prenet eo bet gant Mirva an Arvor ha gwarezet eo gant an ensavadur-se.

Muzuliañ a ra e-tro 6 hektar a c'horread, 450 m a hirder ha 250 m a ledander hag emañ un 200 metr bennak e-tal porzh Douarnenez. Ur winieg hag un toullad gwez-frouezh zo eno.

Ur peniti a oa eno en XIIvet kantved, ma veve Robert, a voe eskob Kerne adal ar bloaz 1113 betek 1130.

E dibenn ar XVIvet kantved e oa repu Fontanella .

Perc'hennet e oa gant diskennidi ar barzh gall Jean Richepin abaoe 1911 pa voe prenet gant Mirva an arvor.

Eno e vije bez Tristan, niz d'ar roue Marc'h, roue Kerne, hag Izold, gwreg ar roue, kuzhet dindan div wezenn skoulmet an eil gant eben.

Hervez ur vojenn all e vije ar pezh a chom eus Kêr Is.

Karget eo bet an ejen Couign-amann da beuriñ geot an enez. Anvet eo bet Couign-amann, ha n'eo ket Kouign-amann, peogwir eo « C » lizherenn gentañ anvioù an ejened ganet e 2007[4].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Hor Yezh niv. 108, p. 29
  2. Toponymie de la côte bretonne entre Audierne et Camaret, enklask gant A. Guilcher, 1950
  3. Ofis Publik ar Brezhoneg, enklask war anvioù-lec'h Douarnenez, p. 120 (a c'haller pellgargañ war o lec'hienn).
  4. (fr) Île Tristan. L'effet boeuf, Le Télégramme, 18/12/2008.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.