Mont d’an endalc’had

Alkmene

Eus Wikipedia
Alkmene er gwentloù, engravadur evit navet levrenn Metamorfozoù Ovidius.
Ganedigezh Herakles gant Jean Jacques François Le Barbier.

Alkmene (henc'hresianeg : Ἀμφιτρύων), pe Alkmena ( Ἀλκμάνα [dorik]), a oa merc'h da Elektryon, roue Mykenai ha mab Perseüs, hervez mojennoù Hellaz kozh. Pried Amfitryon e oa, ha mamm e vugale Ifikles hag Herakles.

Άλκμηνη, a vez distaget Alkmênê, a dalv kement ha «nerzh al loar».

Pa oa he gwaz o vrezeliñ e teuas Zeus, e stumm he gwaz, da gousket ganti. Edo neuze ar wreg o tougen mab an doue en he c'hof. He gwaz neuze a vrazezas anezhi ivez. Pa glevas Amfitryon he doa kousket gant unan all e kondaonas anezhi da vout devet war ur bern keuneud. Saveteet e voe gant Zeus a reas d'ar glav lazhañ an tan.

Daouzek miz e tougas he mibien, abalamour d'an doueez Hera, a glaske mirout ouzh ganedigezh Herakles. Gennet e voe Hera gant Galinthias, matezh Alkmene, a roas da grediñ d'an doueez warizius e oa ganet ar bugel a-raok ar c'houlz.

Ganet e voe Ifikles, mab he gwaz, da gentañ, hag Herakles, mab Zeus, en deiz war-lerc'h.

Pa varvas he gwaz ez eas da-heul he daou vab. War-lerc'h marv Herakles e rankas tec'hel da Aten abalamour d'ar gasoni a vage Eurystheüs, roue Thebai, outi. Pa varvas ar roue-se e voe degaset e benn dezhi, ha dilagadet e voe ganti. Neuze e tistroas da Dhebai ma vevas pell, ha ma timezas gant Radamanthys, hag he doe daou vab all gantañ, Erythros ha Gortys.

Pa varvas e voe kaset gant Zeus da Inizi ar Re Wenvidik, ha Radamanthys a voe lakaet da vezañ unan eus tri barner an Ifernioù.

He mamm a oa pe Anakso, c'hoar da Amfitryon, ha neuze e oa nizez Elektryon, pe ur verc'h da Belops, Eurydike pe Lysidike. Gwreg Amfitryon e oa Alkmena pan eas d'an harlu, petra bennak m'en devoa lazhet he zad dre fazi.