Mont d’an endalc’had

Ambiani

Eus Wikipedia
Kartenn eus pobloù Gallia Belgica
Ur pezh moneiz aour, skoet gant an Ambiani

An Ambianed, pe Ambiani e latin, a oa ur bobl hag a oa o vevañ e hanternoz Galia.

En em astenn a rae o bro e traoñienn ar stêr Samara (Somme hiziv) ; ha Samarobriva (pont war ar Samara) e oa o c’hêr-benn, anvet diwezhatoc’h Ambiani ha Civitas Ambianensium, un anv hag a zo aet da Amiens goude-se.

Talvezout a rae an anv Ambiani kement hag “ar re a oa en daou du” (d’ar stêr)[1]. En-dro dezho e oa ar Morini, an Atrebates, ar v-Bellovaci hag ar Galeted.

Barrek e oant war ar skeiñ moneiz ha pezhioù aour skoet ganto zo bet adkavet e meur a lec’h annezet gant pobloù Belgia, betek bro Belgae Enez Vreizh.

E-barzh De Bello Gallico e lenner e oa bet kaset 10 000 den armet gant an Ambiani da gemer perzh e stourm pobloù Gallia Belgica a-enep an alouberien roman e 57 kent J.K.. Met kodianañ a rejont gant ar Romaned, asambles gant o amezeien, ar Vellovaked[2].

5 000 eus o soudarded a yeas da stourm a-du gant Verkingetorix en Emgann Alesia e 52 kent J.K.. En em sevel a rejont adarre ouzh ar Romaned, a-gevret gant Bellovaci ha pobloù all eus Belgica, renet gant Korreos, e 51 kent J.K..

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  1. Ugo Janssens, Ces Belges, « les Plus Braves », Histoire de la Belgique gauloise, 2007, Racine, p. 46.
  2. Julius Caesar, De Bello Gallico I:4.