Ange
Neuz
Ange zo un anv-badez gallek deuet eus an anv latin angelus, diwar an anv gresianek ángelos, hag a dalv kement hag ael. Roet e vez d'ar baotred kenkoulz ha d'ar merc'hed. Roet e voe adalek ar IVe kantved goude JK. Er XVIIvet kantved e voe barnet evel anv-mallozhiñ gant an Iliz anglikan ha berzhet e voe gant ar buritaned stadunanat.
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Angel, Angéli, Angelin, Angély, Anges.
Anvioù-badez kevrennek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marie-Ange
- Ange-Félix, Ange-François, Ange-Jacques, Ange-Marie...
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ange M. Mosher (1835-1918), mesenez stadunanat eus ar sevenadur breizhat
- Ange-Félix Patassé (1937-2011), prezidant ar Republik Kreizafrikan eus 1993 betek 2003
- Ange Postecoglou (g. 1965), gourdroner melldroad aostralian
- Ange Blaize (1811-1871), alvokad
- Eugène-Ange-Marie Bouché (1828-1888), eskob Treger
- Ange-Marie Gouin (1877-1945), misioner katolik
- Ange Péresse, ezel eus ar Bezen Perrot
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Petit Ange et son pantin, ur film mut gall
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ange, un daouad aozerien bannoù-treset breizhek
- A.N.G.E., un heuliad romantoù fantasy gant ar skrivagnerez kebekat Anne Robillard
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ange, ur strollad rock war-raok gall
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ange, ur stêr gall e dapartamant Ain
- Angé, ur gumun e departamant Loir-et-Cher, e Bro-C'hall
- Ånge, ur gumun svedat e kontelezh Västernorrland
- Änge, ur gêriadenn svedat e kontelezh Jämtland