Anv-gwan
Er yezhoniezh e vez implijet an termen anv-gwan (saoz.: adjective) evit komz eus ur rummenn-ger hag a dalvez da spisaat ster un anv-kadarn pe ur raganv.
E-touez an anvioù-gwan implijetañ emañ ar re a dalvez da deskrivañ traoù, lec'hioù ha tud, da skouer kozh, bras, skuizh, pell. Diouzh o zro e c'hell bezañ spisaet o ster gant efennoù adverbel, da skouer, gwall vras, bras-tre.
Perc'hennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renket e vez an anvioù-gwan perc'hennañ e rummenn-ger an anvioù-gwan ivez, da skouer ma c'harr-tan
Kavet e vez anvioù-gwan pe elfennoù un arc'hwel heñvel e darn vrasañ yezhoù ar bed.
Diwar ar verboù e c'heller sevel ivez stummoù a c'hell talvezout da anvioù-gwan e yezhoù zo ma vez graet anvioù-gwan-verb anezhe, da skouer: prennet (< prennañ) e oa an nor.
Gallout a ra bezañ implijet rummennoù-ger all ivez evit spisaat un anv, da skouer pa vez savet ur ger kevrennek ennañ daou anv-kadarn en devez unan anezhe un arc'hwel peuzheñvel ouzh hini un anv-gwan dre ma talvez da spisaat un anv-kadarn all.
Ur rannfrazenn ganti un anv-gwan da benn anezhi a vez graet ur rannfrazenn anv-gwan anezhi.
Arc'hweloù an anvioù-gwan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' e c'hell talveout un anv-gwan da doareer un anv-kadarn pe c'hoazh da brezegad ur frazenn. Anvioù-gwan zo a c'hell bezañ implijet gant an daou arc'hwel-se daoust ha ma'z eus anvioù-gwan all na dalvez nemet evit bezañ implijet pe gant an eil arc'hwel pe gant egile :
- Stagennoù :
- Ur rann eus ur rannfrazenn anv an hini eo ma talvez da doareañ an anv-kadarn e penn ar rannfrazenn-se, da skouer : al levr bras
- E yezhoù zo eo dieub a-walc'h lec'h seurt anvioù-gwan e-keñver an anv doareet gante. E yezhoù all evel ar sinaeg avat eo strizh a-walc'h ha kemmañ a ra a yezh da yezh hag-eñ e vezont lakaet kentoc'h dirak an anv pe d'e heul hervez renadur penn pep yezh.
- Doareennoù :
- N'eo ket ur rann eus un rannfrazenn anv, da skouer : bras eo al levr-mañ. Peurliesañ e vez staget un anv-gwan gantañ ur arc'hwel prezegad ouzh rener ar frazenn gant ur goulenn, da lâret eo ur verb-stagañ e brezhoneg.
Implij an anvioù-gwan evel anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E meur a yezh, ar yezhoù romanek en o zouez, e c'heller implijout un anv-gwan war-eeun evel un anv-kadarn, da skouer e latin:
E meur a yezh all avat, n'haller ket implijout anvioù-gwan war-eeun evel anvioù-kadarn hepmuiken. E brezhoneg, da skouer, e ranker implijout ar gerioù hini (unander) pe re (liester) e lec'h kevreadurezhel un anv-gwan ha neuze e c'heller ouzhpennañ d'ar rannfrazenn-anv goullo-se un anv-gwan, da skouer : an hini glas.
Derezioù an anv-gwan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg evel e meur a yezh all e c'heller diskwel derezioù an anvioù-gwan. Kemmañ a ra an niver a derezioù a yezh da yezh:
- Derez kevatal, da skouer ken bras ha
- Derez uheloc'h, d.s. brasoc'h evit/eget
- Derez uhelañ, d.s. an hini brasañ
- Derez estammañ, d.s. fallat amzer !
E yezhoù all, evel da skouer e meur a yezh romanek e ra kentoc'h gant leksemaoù kevatal da muioc'h ha muiañ kentoc'h evit gant furmoù yezhadurel arbennik, da skouer e portugaleg mais grande « brasoc'h », ger-ouzh-ger « muioc'h bras ». E yezhoù e vel ar c'hembraeg e vez implijet an daou zoare-mañ da sevel derezioù hervez ma vez berr pe hir an anv-gwan dre vras, da skouer llwyr « klok » > llwyrach « klokoc'h » met nerfus « nervus » > mwy nerfus « nervusoc'h »
Yezhoù all avat a ra hep seurt derezioù hag e yezhoù tchadek evel ar boleg e ranker lâret: "me zo kevatal ouzhit e-keñver ma ment" = "ken bras on evidout" pe "Mont a rez dreist dezhañ e-keñver ar bihander" = "bihanoc'h out evitañ".
Urzh an anvioù-gwan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daosut ha m'eo dieub an doare da urzhiañ anvioù-gwan pa vez implijet meur a hini renk-ouzh-renk, e yezhoù all avat, en o zouez ar saozneg, an hungareg pe an telougoueg, eo strizh a-walc'h an doare ma rankont bezañ uerzhiet hervez bep o ferzh resis. Kemmañ a ra an daore d'o urzhiañ a yezh da yezh, setu e saozneg penaos e vezont urzhiet dre vras:
- ger(ioù)-termeniñ | niver | anv(ioù)-gwan stagenn (meno, ment, oad pe furm, liv, orin, danvez, pal) | anv-kadarn
Peurliesañ emañ tostoc'h ouzh an anv-kadarn ma ra dave outañ an anv-gwan pennañ (amañ brown ~ rous) ha hervez lec'h an anvioù-gwan e-keñver an anv doareet gante (dirazañ pe war e lerc'h) e c'hell rankout bezañ adurzhiet evit o zostaat outañ:
keñveriit: