Mont d’an endalc’had

Augustin David

Eus Wikipedia
Maen-bez an aotrou A. David
Ardamezioù
Ardamezioù
Ardamezioù an Ao. David
Ardamezioù an Ao. David

Augustin David zo bet pemvet eskob Eskopti Sant-Brieg ha Landreger goude Emglev 1801, eus ar 14 Genver 1862 d'ar 27 Gouere 1882.

Ganet e oa bet e Lyon.

Vikel vras Valence e voe. Anvet e voe da eskob Sant-Brieg ha Landreger d'ar 14 Genver 1862 ha sakret e oa bet en iliz-veur Valence d'an 2 Gouere 1862.

Dre ma oa eskob en amzer ar pab Pi IX, ha d'ar mare lma voe adkempennet pe savet ilizoù nevez e departamant Aodoù-an-Hanternoz, e kaver alies o ardamezioù a-gevret war dorioù pe war gwerennoù-livet meur a iliz.

Kavet int ivez, da skouer, war relegouer Charlez Bleaz, en iliz Gras-Gwengamp.

Aet e oa da Anaon d'ar 27 Gouere 1882.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960