Mont d’an endalc’had

Avoultriezh

Eus Wikipedia
Jezuz gant an avoultrerez, livet gant Tizian.
Boureviadur an avoultrerien, livet gant Jules Arsène Garnier.

An avoultriezh eo an torr-lezenn a vez graet gant unan eus ar priedoù pa ya da gousket gant unan all ha n'eo ket e bried.

Ar gwaz a ra kemend-all gant ur vaouez all a ra gant e serc'h, ar wreg a ra gant he serc'heg.

Diwar an torr-lezenn e c'hall ar pried all goulenn ma vo torret an dimeziñ. Kement-se a c'hoarvezas gant an impalaer Karl III a c'houlennas terriñ he dimeziñ gant Richardis.

E-keñver relijion eo ur pec'hed, deuet diwar ar c'hadaliezh. Dre an abeg-se e veze kondaonet d'ar marv an avoultrerien met kentoc'h an avoultrerezed, evel Anne Boleyn, gwreg Herri VIII, roue Bro-Saoz.

XXIañ kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er gevredigezh kornok ma n'eo ket ken ponner gwask ar relijion ken ne vez ket kastizet ken an avoultriezh dre ma n'eo ket ken pouezus ar briedelezh.

E-keit-se e vez meinataet an avoultrerien e broioù muzulmat zo (Iran, al lodenn vuzulmanat eus Nigeria, Emirelezhioù Arab Unanet, Irak, Katar, Maoritania, Arabia Saoudat, Somalia, Soudan, Yemen, Afghanistan, Brunei ha takadoù zo e Pakistan).

Ger tost dre e ster

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]