Nilgo
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Bovidae | ||
Iskerentiad : | Bovinae | ||
Genad : | Boselaphus | ||
Anv skiantel | |||
Boselaphus tragocamelus Pallas, 1766 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An nilgo (Boselaphus tragocamelus) a zo ur bronneg daskirier hag a vev e Nepal, Pakistan hag India. Ar spesad nemetañ eo er genad Boselaphus.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an nilgo e-touez antilopenned brasañ Azia, betek 1.50 m ouzh an draen ha 2 m hirder e gorf. Etre 100 ha 250 kg eo e bouez.
Berr eo e vlevenn, gell-melen gant ar barez ha glas-gris gant ar par. Gell sklaer eo ar menn. Takadoù gwenn zo war e fas ha dindan e elgezh. Gant ar par ez eus ur guchennad vlev dindan an takad gwenn-se. Ur roudenn wenn zo ivez adalek e vruched betek e bavioù a-dreñv.
Daou gorn du ha lemm zo gant ar par.
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra ar pared dispartiet diouzh ar parezed a-hed ar bloaz nemet da vare ar gouennañ (etre miz Kerzu ha miz Meurzh) pa en em vod strolladoù nilgoed gant ur par ha meur a barez.
Padout a ra an dougen war-dro 250 deiz ha ganet e vez ur menn pe zaou.
An oad gour a vez tizhet da 18 miz gant ar barez ha da 2,5 vloaz gant ar par.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberiant eo an nilgo diouzh an deiz, dreist-holl abred diouzh ar beure hag e fin an endervezh.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ur par
-
Penn ur barez
-
Parez ha menned