Mont d’an endalc’had

Boualem Sansal

Eus Wikipedia
Boualem Sansal
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAljeria, Frañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denⴱⵓⴰⵍⴰⵎ ⵙⴻⵏⵚⴰⵍ Kemmañ
Anv-bihanBoualem Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Her 1949 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTheniet El Had Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Bet war ar studi eNational Polytechnic School, Télécom Paris Kemmañ
Lec'h annezBoumerdès Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Oberenn heverkThe Oath of the Barbarians, The German Mujahid, 2084: The End of the World, Q67430110 Kemmañ
Ezel eusAcadémie des Sciences d’Outre-Mer Kemmañ

Boualem Sansal (arabeg: بوعلام صنصال) ganet d'ar 15 a viz Here 1949 e Theniet El Had, Proviñs Tissemsilt, zo ur skrivagner aljerian-gall. E 2012, e voe gounezet gantañ priz ar romant arab, met ar priz moneizh a voe tennet dezhañ goude ma vije bet Sansal o weladenniñ Israel evit komz e Festival Skrivagnerien Jeruzalem. Bet eo bet enoret gant prizioù lennegel lies, evel priz ar romant gant an Akademiezh C'hall e 2015 evit e romant 2084 : la fin du monde. Brudet eo dreist-holl evel romantour met da gentañ holl e oa un arnodennour. Embann a rae e levrioù en Aljeria, Bro-C'hall pe Alamagn.

Dont a ra da vezañ gall e 2024. Hervez e gamalad Xavier Driencourt, klask a ra neuze « en emstaliañ e Bro-C'hall » lec'h ma 'z eo degemeret e wreg en ospital.

D'an 21 a viz Du 2024, ar gelaouenn Marianne a embanne, e oa bet harzet Sansal 16 a viz Du en Aljer gant ar polis ha lakaet dindan evezh. Gellout a ra bezañ kondaonet d'an toull-bac'h.