Mont d’an endalc’had

Bozcaada

Eus Wikipedia
Kastell Bozcaada

Bozcaada (hervez an turkeg), pe Tenedos (hervez ar gresianeg, Τένεδος), zo un enezenn e Mor Egea. Emañ e-barzh proviñs Çanakkale e gwalarn Turkia. War-dro 2600 den zo o chom enni. E-touez ur bern turkegerien e chom un nebeudig gresianegerien, diskennidi d'ar re na oant ket aet kuit goude feur-emglev Lausanne e 1923, pa voe termenet bevennoù Republik Turkia.

Diwar ar pesketaerezh hag an touristerezh e vev an enezidi dreist-holl. Brudet eo gwini ha gwin an enezenn ivez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.