Brein-krign
Ar brein-krign, pe ar varvenn-gig (gangraena e latin, eus ar ger gregach gagraina (γάγγραινα) a dalv kement ha breinadur an danvez) eo an anvioù a roer d'an droug a laka danvez kig un den da vervel[1]. Mammenn ar c'hleñved a zo ur stankadur gwazienn deuet diwar un emboestadur, ur stroñs, ur bilimadur pe goude bezañ bet diskouezet d'ar yenijenn sklas.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ meneg eus ar c'hleñved a vefe er XVIvet kantved, e Bro-Saoz, en ur werzenn diwar zorn Shakespeare en drajedienn Coriolan :
- The service of the foote Being once gangren'd, is not then respected For what it was before.
Orin ar c'hleñved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An orin aliesañ a vez un diskrog hir pe ur red difonnus a-grenn gant gwaziadur ar gwad. Er c'hantvedoù tremenet, ar gloazadennoù brezel pareet fall ha bilimet a oa mammenn d'ar brein-krign ha goude-se da ziskolpañ lodenn klañv ar c'horf met ne oa ket dre ret ur pare diskoulm e-tal ar marv[2]
Hep oksigen, al lien-kig a ya da anaon ha goude-se da vreinañ.
Doareoù brein-krign lies
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Breign-krign sec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merzhet e vez dre liv al lien-kig o vont etrezek an teñval. Dre vras e vezo du ha sec'h al lien-kig klañv.
Brein-krign gleb
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra adal ur brein-krign sec'h pe ur bilimadur mikrobek. Merzhet e vez gant c'hwezadur ha breinadur al lien-kig, ouzhpenn da-se e vez muioc'h-mui dourennek ha brein.
Brein-krign aezhennek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merzhet e vez dre ur bilimadur mikrobek gant kellidoù en o aes en un aergelc'h hep oksigen, (Evel Clostridium perfringens doare A)), hag ur broduerezh gaz el lien-kig klañv.
Doareoù breign-krign ral
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Breign-krign Fournier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Breign-krign Fournier a zo ral, tagañ a ra organoù engehentiñ hag seier ar baotred dreist-holl.
Brein-krign Buerger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brein-krign Buerger pe kleñved Buerger a zo ur brein-krign ral hag a dap ar baotred yaouank dreist-holl, dre un aergelc'h yec'hed troet da fall gant a butuniñ sot.
Ur c'hleñved marvus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar brein-krign aezhennek a zo an hini dañjerusañ ha marvusañ. Ma ne vez ket talet ouzh ar bilimadur, an toksinoù a zeio etrezek ar gwad ha goude-se betek an organoù diazez.
Talañ ouzh ar brein-krign
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-benn talañ ouzh donedigezh ar brein-krign ez eo ret kaout louzhoù efedus roet alies ha ret eo naetaat lies ar gloazadennoù.
Tud brudet aet da anaon gant ar brein-krign
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit kavout ul listenn glok gwelet Tud aet da anaon gant ar brein-krign
- Ar sonaozour gall Jean-Baptiste Lully goude bezañ flastret e zroad gant e vazh-lusk, d'an 22 a viz Meurzh 1687.
- Ar roue gall Loeiz XIV gant breign-krign ar gozhni, d'ar 1añ a viz Gwengolo 1715.
- Allan Pinkerton, eus ar Pinkerton National Detective Agency (Brezhoneg: Amsez Igouniañ Broadel Pinkerton), a varvas gant brein-krign an teod.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Thomas Eugène Éloi Renault, Gangrène traumatique- Mémoire et observations cliniques sur une de ses causes les plus fréquentes dans les animaux doméstiques, embannadur Bechet Je. et Labe, Levraoueg Skol-veur ar medisinerezh, 1840
- Ollivier, Alexandre-François, Traité expérimental du typhus traumatique, gangrène ou pourriture des hôpitaux, contenant des observations nouvelles sur diverses gangrènes, épidémies, contagions, embannadur Pariz Mme Seignot librairie éditeurs, 1822
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Thomas Eugène Éloi Renault, Gangrène traumatique- Mémoire et observations cliniques sur une de ses causes les plus fréquentes dans les animaux doméstiques
- Ollivier, Alexandre-François, Traité expérimental du typhus traumatique, gangrène ou pourriture des hôpitaux, contenant des observations nouvelles sur diverses gangrènes, épidémies, contagions,