Brezel an Orañjez
Brezel an Orañjez eo an anv a voe roet d'ur brezel hag a c'hoarvezas en 1801 etre Portugal ha Spagn. Brezel a savas abalamour ma nac'he Portugal kemer perzh, evel Spagn, er blokus a glaske Napoleon aozañ a-enep Bro-Saoz a oa e penn Brezel an Eil kenunaniezh, un emglev savet a-enep Bro-C'hall, ma ne rene ket c'hoazh Napoleon Iañ. Emgannoù a voe e Portugal hag e Brazil. Koll a reas Portugal un darn eus he zachenn, hag ac'h eas neuze gant Spagn. Heuliadoù a voe ivez e Brazil.
Manuel Godoy, kentañ ministr Spagn, an hini renas ar brezel, ha trec'h e voe e arme war soudarded Portugal e-kichen Olivença, en Mae 1801. Da lidañ e drec'h e kasas Godoy orañjez, kutuilhet dindan mogerioù Elvas, da rouanez Spagn, Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma, hag a oa serc'h dezhañ.
Gant feur-emglev Badajoz, e Mezheven 1801, ec'h echuas ar brezel.
A-raok ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe kemeret ar galloud gant Napoleone Buonaparte e Bro-C'hall e oa unanet rouantelezhioù Europa a-enep dezhañ, ha bec'h etre Gall ha Saoz evit bezañ mestr war ar morioù.
Portugal avat, gant he rouanez Maria Iañ, a glaske chom neptu, evit gwareziñ he c'henwerzh gant an div vro. Met Napoleon a felle dezhañ lakaat da darzhañ an emglev etre Saoz ha Portugal ha serriñ perzhier Portugal ouzh al listri hag ar c'henwerzh saoz, ha derc'hel a reas war roue Spagn evit ma'z afe da aloubiñ e amezeg, rak abaoe feur-emglev San Ildefonso (1796), hag a oa kuzh, e oa dorn-ha-dorn Spagn ha Bro-C'hall a-enep Bro-Saoz.
Bec'h a oa war Portugal hag he devoa kemeret perzh e distruj an armada spagnol a-vaez da Cabo de São Vicente hag er blokus aozet gant ar Saozon en Alexandria, en Egipt, e miz Gouhere 1798.
Ha setu Gall ha Spagn da unaniñ o nerzhioù war vor. Sinet ganto Emglev Aranjuez, ha kaset un ultimatom da roue Portugal, d'an 29 a viz Genver 1801, ma oa goulennet groñs digantañ:
- dilezel an emglev kozh gant Bro-Saoz,
- serriñ e berzhier ouzh al listri saoz hag o digeriñ d'ar C'hallaoued ha d'ar Spagnoled;
- leuskel gant Spagn douaroù a oa enne kement hag ur c'hard eus poblañs Portugal, evel gwarant evit an inizi spagnol kouezhet etre daouarn ar Saozon (Trinidad, Minorca ha Malta) ;
- paeañ dispignoù brezel Gall ha Spagn ;
- adwelout an harzoù etre Portugal ha Spagn.
Ma nac'he Portugal e vije aloubet gant Spagn. Prest e oa Bro-C'hall da gas ur skoazell a 15 000 soudard da Spagn.
En aner e voe kaset ur c'hannad da Vadrid da varc'hata: brezel a voe.
Brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Portugal ne oa nemet 2 000 marc'heg ha 16 000 soudard war droad, dindan Dom João Carlos de Bragança e Ligne, 2vet dug Lafões, 82 vloaz dezhañ. Divroidi c'hall a stourmas en arme Portugal. An arme spagnol avat a oa dindan ar c'hentañ ministr spagnol Manuel de Godoy. 30 000 den a oa en arme an alouberien.
Aloubet e voe Portugal gant an arme spagnol d'an 20 a viz Mae 1801. Berr e voe ar brezel, pa voe echu d'ar 6 a viz Mezheven.
Gant ar jeneral Charles Victoire Emmanuel Leclerc e ranke an arme c'hall bezañ renet, met ken buan e c'hoarvezas trec'h ar Spagnoled ma n'o doe ket amzer da gemer perzh en emgannoù.
Peoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Feur-emglev Madrid a voe sinet goude etre Portugal ha Bro-C'hall. Kollet e voe Olivença gant Portugal. E Brazil avat, e voe kresket stad Rio Grande do Sul. En 1800, e voe sinet ur feur-emglev all e San Ildefonso, ha sachañ a reas Bro-C'hall aotreoù nevez digant ar Spagnoled.