C'hwez
Ar c'hwez, pe c'hwezenn, pe dour-c'hwez, eo an dourenn a vez kenderc'het gant ar gwagrennoù c'hwezpar a zo e kroc'hen ar bronneged. Dont a ra ar c'hwez eus ar c'horf hag e tiver warnañ a-benn e yenaat pa vez tomm an amzer pe goude ur strivadenn.
Kalz dour zo e c'hwez mab-den. Gouest eo an den da c'hweziñ etre 2 ha 4 litrad bep eurvezh, da lavaret eo etre 10 ha 14 litrad bemdez. Goloet e vez ar c'horf a c'hwez neuze, gant war-dro 15 g dre vututenn ha dre mm² bemdez. Nebeutoc'h a c'hwez a vez kenderc'het gant un den kent ar gaouregezh.
An dud, ar primated hag ar c'hezeg a genderc'h kalz c'hwez, hogen lod loened o deus nebeut a wagrennoù c'hwezpar, setu e rankont yenaat dre gas aer dre o geol, evel ar c'hon, evit ma c'hoarvezfe an aezhennadur e kavenn o geol hag en o gargadenn.
Arc'hweladur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ur wagrenn anvet gouzerc'hvel, a zo en empenn, emañ an neuron a ra war-dro gwrezverk korf un den. Dre ar c'hroc'hen e teu an ditouroù betek ennañ : pa vez re uhel ar wrez e telusk ar gouzerc'hvel ar c'henderc'hañ c'hwez gant ar gwagrennoù c'hwezpar, kement-se dre ar reizhiad nervel.
Yenaet e vez ar c'horf dre aezhennadur ar c'hwez a-ziwar gorre ar c'hroc'hen. Seul dommoc'h ar c'horf, seul vuioc'h a c'hwez a vez kenderc'het d'e yenaat. Pa yena ar c'hroc'hen e yena ivez ar gwazhied a zo dindanañ, ar gwad freskoc'h a zo oc'h amredañ enno a zistro da greiz ar c'horf d'e yenaat d'e dro.
Daou abeg zo d'ar c'hweziñ : pa vez tomm ar c'horf dre wall an amzer pe an embregañ, ha pa vez fromet-bras an den. En degouezh diwezhañ-mañ ne vez c'hwez nemet war palvoù an daouarn, seulioù an treid, an divgazel hag an tal.
War-dro tri milion a wagrennoù c'hwezpar zo e korf un den, an niver anezho o kemmañ hervez e reizh, e hiloniezh, e stad korfel, e oad, e endro. Muioc'h a c'hwez a vo ezhomm evit yenaat ur c'horf klañv gant an derzhienn, pe re dev, pe brasoc'h eget keitad : muioc'h a dolz zo da yenaat en daou zegouezh diwezhañ-mañ.
Kemmoù er c'henderc'hañ c'hwez a c'hoarvez pa zilec'h un den eus ur vro yen d'unan domm : muioc'h a c'hwez a vez kenderc'het, ha muioc'h a zour zo er c'hwez.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dour pergen zo er c'hwez, 99 % anezhañ. En 1 % a chom ez eus urea CO(NH2)2, a gaver en troazh hag a ro o liv melen d'an tarchoù c'hwez, trenkenn laktek C3H6O3 hag elfennoù maenel.
Kemmañ a ra ar c'hementad ag elfennoù maenel diouzh an den, gwrezverk al lec'h m'emañ, e from, padelezh ar c'hweziñ hag ar c'hementad ag elfennoù maenel a zo en e gorf. Dre vras e kaver natriom (0,9 g dre litrad c'hwez), kaliom (0,2 g/l), kalkiom (15 mg/l) ha magneziom (1,3 mg/l). Elfennoù metalek a gaver ivez, a-gementadoù tanav avat : houarn (1 mg/l), zink (0,4 mg/l), kouevr (0,3-0,5 mg/l), krom (0,1 mg/l), nikel (0,01 mg/l) ha plom (0,1 mg/l) ; diouzh pep den eo ar c'hementadoù-se, a c'hall bout lieskementet betek pemzek gwech a zen da zen.
Evit a sell ouzh trenkegezh ar c'hwez, etre 4 ha 7 e vez e pH keitat : eus trenkidik da anvec'hiet (i.e. na trenk na bazek) neuze.