Carlos Alberto Torres
Neuz
Carlos Alberto Torres (lesanvet Capita), bet ganet d'ar 17 a viz Gouere 1944 e Rio de Janeiro (Brazil), a zo bet ur melldroader etrebroadel brazilian aet da c'hourdoner goude e amzer c'hoarier.
Gantañ eo e voe merket pal diwezhañ gourfenn Kib vell-droad ar bed 1970 (Brazil 4-1 Italia) goude ur gasadenn diwezhañ digant Pelé hag a beurechue un taol c'hoari a-stroll e-touez ar re gaerañ en istor ar vell-droad.
Difenner kreiz pe zehou e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Carlos Alberto en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1970 bet aozet e Mec'hiko : aet ar maout gant skipailh broadel Brazil a oa-eñ kabiten anezhañ. Perzh e oa eus ar skipailh – Félix - Carlos Alberto, Brito, Piazza, Everaldo - Clodoaldo, Gérson - Jairzinho, Tostão, Pelé, Rivellino – a c'hounezas ar gourfenn ouzh hini Italia en Estadio Azteca (Mec'hiko) d'an 21 a viz Mezheven 1970.