Catherine Howard
Catherine Howard (Lambeth, Londrez, ~ 1524 – Londrez, 13 a viz C'hwevrer 1542), skrivet Katheryn Howard a-wechoù, a voe rouanez kenseurt Bro-Saoz (1540-1541) evel pempet pried ar roue Herri VIII. Dibennet e voe dre ma he devoa darempredet gwazed yaouank.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diasur eo ar bloaz ma oa ganet : war-dro 1520 moarvat. He zud e oa Lord Edmund Howard ha Joyce Culpeper, keniterv da Anne Boleyn (eil pried Herri VIII) ha nizez e oa da Thomas Howard, 3vet dug Norfolk. Thomas Howard a oa un den a renk uhel ha politiker a bouez e lez Bro-Saoz, hag eñ a gavas dezhi ar garg a zimezell a gambr e-keñver pevare pried Herri, Anna von Kleve.
He yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Desavet e voe gant he lezvamm, Agnes Tilney, e palez Lambeth. Met Agnes a veze alies e lez ar roue oc'h ober war-dro ar rouanez, ma c'halvas un den yaouank, Henry Manox, da reiñ kentelioù sonerezh d'he lezverc'h. Un tamm c'hoari koukoug a reas ar c'helenner gant he skoliadez, a oa etre 11 ha 16 vloaz, muioc'h a reas c'hoazh moarvat, ma voe kaset kuit gant al lezvamm a-benn ar fin. Deskiñ lenn ha skrivañ a reas Catherine, met ne voe ket uhel he deskadurezh e-skoaz gwragez all ar roue.
Ur paotr yaouank all, Francis Dereham, a deuas war he zro, hag ur c'henderv da Vanox a zeue ivez d'he c'hambr. Ma savas gwarizi e Manox, a soñje dimeziñ dezhi. Diwezhatoc'h eo Manox a destenias a-enep dezho.
E 1539 e voe anvet Catherine da zimezell a enor davet ar rouanez kenseurt Anna von Kleve. Furoc'h e kavas Dereham tec'hel da Iwerzhon.
Er goañvezh 1539-1540 e oa krog ar roue da deurel selloù outi.
Rouanez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 28 a viz Gouhere 1540 e voe graet an eured, en Palez Oatlands e Surrey, naontek deiz goude ma voe disklêriet torridigezh eured Herri hag Anna. Oadet a 49 bloaz e oa ar roue, war-dro 20 vloaz e oa e bried nevez.
Ne gave ket ar rouanez nemeur a blijadur e gwele ar roue, tev ha pounner (136 kilo), ur gouli flaerius war e vorzhed. Plijusoc'h darempred he devoa bet gant paotred yaouank en oadoù ganti.
E nevezamzer 1541 e lezas Herri e wreg yaouank e Greenwich. Dont a reas Francis Dereham d'he gwelout, hag ivez dreist-holl ur c'henderv dezhi, anvet Thomas Culpeper. Evit aozañ an emgavioù e c'halle kontañ war un dimezell dezhi, eus ar re goshañ, Jane Boleyn, pe Lady Rochford, intañvez George Boleyn, a oa breur Anne Boleyn.
Hogen testoù a oa, hag a c'houlenne enorioù evit tevel, e palez Lambeth. Setu perak e rankas envel Henry Manox da soner ha Francis Dereham da sekretour personel. Diskred a voe warno, enklask, ha tamallet e voe dezho bout treitourien hag avoultrerien o-zri, daou vloaz goude hec'h eured.
Kastiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibennet e voe Catherine d'an 13 a viz C'hwevrer 1542 e Tour Londrez. Culpeper a voe dibennet ivez ; Dereham a voe krouget, divouzellet, ha dibezhiet.
Hiriv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un diskennad d'he zad zo ezel eus kambr al Lorded, Edward William Fitzalan-Howard e anv, 18vet dug Norfolk.