Chaluter
Ur chaluter (bag-chaluter a-wezhoù) zo ur vag-pesketa, ma vez stlejet er mor ur sac'h-drag, ur roued, war gostez pe a-dreñv ur vag pesketa pe gant div vag. An teknik pesketa-se a oa deuet war wel e deroù an XXvet kantved hag implijet e vez kalz hiziv.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ chaluter e Breizh e voe Kerino, ur vag dre-dan marilhet e porzh An Oriant e 1899. Klask a reas ar c'habiten gwerzhañ an taol-pesked e Konk-Kerne, met ne c'hellas ket e zilestrañ, pa voe huchet warnañ gant moraerien ar porzh[1].
Diorroet eo bet muioc'h-mui teknik ar sac'h-drag e-doug an XXvet kantved, dreist-holl goude an Eil Brezel-bed, p'o deus klasket ar stadoù sevel ur greanterezh a bourvezfe kalz a voued aes. Brasoc'h-bras eo bet savet ar bagoù ken e teuent da vezañ listri graet e dir ha lusket gant kefluskeroù dre direoul. Hiziv e vez pesketaet an hanter eus ar pesked tapet er bed gant chaluterien. Listri-labouradeg a c'hell tretiñ ha dilestrañ miliadoù a donennadoù pesked en un taol.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Auguste Dupouy, Pêcheurs bretons, Ar Gelveneg, Le Signor, 1920, 233 p.
Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor. |