Danevell
Neuz
Danevell
Iskevrennad eus | Komz-plaen, work of fiction, narration |
---|---|
Studiet gant | literary studies |
Category for eponymous categories | Category:Wikipedia categories named after short stories |
Un danevell zo ur gontadenn, komzet pe skrivet, a zanevell darvoudoù pe doareoù un den pe meur a hini.
Danevelloù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz danevelloù zo bet skrivet, met danevellerien zo hag a zo brudet dreist ar re all. Komz a reer evel-se eus danevelloù Maupassant, Edgar Allan Poe, Anton Tchec'hov, en XIXvet kantved, eus re Somerset Maugham, Ernest Hemingway, en XXvet kantved.
Danevell ha kontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma ne vez ket ret implij ar gerioù-se en un doare strizh, e vez graet un tamm kemm etre danevell ha kontadenn
- en un danevell e vo kaoz eus darvoudoù gwir, pe kinniget evel pa vijent gwir, strishoc'h eo ar ster eta,
- en ur gontadenn ne glasker ket atav kontañ darvoudoù gwirheñvel, evel e kontadennoù Andersen, Grimm, pe Fañch an Uhel, met kenkoulz all re Maupassant ivez.