Daugava
Neuz
Daugava
| |
---|---|
Statud | stêr |
Hirder | 1020 km |
Uhelder an eienenn | 221 m |
Kas keitat | 678 m³/s |
Gorread an diazad | 87 900 km² |
Bro(ioù) douret | Rusia, Belarus, Latvia |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | Mor Baltel |
Ledander er genoù | ? |
Andon | torgennoù Valdai, Rusia |
Adstêrioù | Meja, Dysna, Aiviekste,Ogre, Dubna |
Ar stêr Daugava (Daugava e latveg ; Дзвіна/ Dzvina e belaruseg ; Западная Двина/ Zapadnaya Dvina e rusianeg) zo ur stêr eus reter Europa hag en em daol er Mor Baltel. Eieniñ a ra e torgennoù Valdai, e kornaoueg Rusia, e 221 metr uhelder, hag en em deurel a ra e pleg-mor Riga, e Latvia. Redek a ra dre Rusia, Belarus ha Latvia, a-hed 1020 kilometr. Meur a greizenn dourdredan zo war he ribloù.
An anv rusianek "Zapadnaya Dvina" a dalvez kement ha "Dvina ar Gornaoueg", pa'z eus ur stêr all anvet "Dvina an Hanternoz" (Северная Двина, Severnaya Dvina) e Rusia.