Mont d’an endalc’had

Derllys

Eus Wikipedia

Derllys a oa unan eus an eizh kombod a oa e Kantrev Gwarthaf, e Kembre er Grennamzer. Da gentañ e oa ul lodenn eus Rouantelezh Dyfed ha goude un tamm eus rouantelezh Deheubarth. Bremañ emañ an douaroù-se e kornaoueg Sir Gaerfyrddin.

Kantrev Gwarthaf gant e eizh kombod

En em astenn a rae Derllys e reter Kantrev Gwarthaf, war harzoù kombod Cydweli ha kombod Gwidigada, en Ystrad Tywi, a oa pelloc'h er reter. E-barzh Kantrev Gwarthaf e oa, tro-dro Derllys, kombodoù Penrhyn er c'hreisteiz, Ystlwyf er gornaoueg hag Elfed en hanternoz.

Caerfyrddin e oa pennlec'h ar c'hombod, ur gêr savet gant ar Romaned da gentañ, gant an anv Maridunum. E Caerfyrddin ivez e oa unan eus kreizennoù relijiel pennañ mervent Kembre er Grennamzer, gant eskopti Llan Deulyddog, lec'h ma voe skrivet Levr Du Caerfyrddin er XIIIvet kantved.

Gant ar barzh eus ar XIVvet kantved Prydydd Breuan e oa bet savet ur varzhoneg da veuliñ Maredudd o Ynys Derllys (Maredudd eus Enez Derllys), anvet evel-se diwar al lec'h ma oa o chom, en ur maner un tammig er c'hreisteiz da gêr Caerfyrddin. Eno ez eus bremañ un dachenn golf, anvet "Derllys Court Golf Club".