Dracula
Neuz
Dracula zo ur romant gotek-spont embannet e 1897 gant ar skrivagner iwerzhonat Bram Stoker. En oberenn-se e konter istor ar c'hont Dracula. Adal an oberenn-se ez eo bet awenet darn eus taolennadurioù vodern ar sunerien-gwad. Er romant e vez taolennet penaos e klask ar c'hont Dracula dilojañ eus Transilvania etrezek Bro-Saoz evit kavout gwad nevez ha ledañ muioc'h c'hoazh ar sunerien-wad. Klasket e vez warnañ gant ur strolladig tud (maouezed ha paotred) gant ar c'helenner Abraham Van Helsing e penn ar bagadig.
Dracula a vez staget ouzh meur a zoare lennegezh evel hini ar sunerien-gwad, spont ijinet, romantoù gotek dreist-holl. Adal ar romant ez eus bet savet e-leizh a bezhioù-c'hoari, filmoù, ha stiradoù skinwel.