Dronten
Deiziad krouiñ | 1 Gen 1972 |
---|---|
Diellaouet gant | Provincial archive for Flevoland |
Anvet diwar | Q2783930 |
Anv annezidi | Drontenaar |
Stad | Izelvroioù |
Kêr-benn | Dronten |
E tiriad | Flevoland |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
Lec'hiadur | East Flevoland |
Daveennoù douaroniel | 52°31′27″N 5°42′45″E |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | mayor of Dronten |
Contains settlement | Swifterbant, Ketelhaven, Roggebotsluis, Biddinghuizen, Dronten |
Kod-post | 8250–8259 |
Niverenn bellgomz | +310321 |
Postel | mailto:gemeente@dronten.nl |
Lec'hienn ofisiel | https://www.dronten.nl/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of Dronten |
Ardamezioù | coat of arms of Dronten |
Roll monumantoù | Gemeentelijke monumenten in Dronten, list of war memorials in Dronten |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Dronten |
Dronten (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Flevoland en Izelvroioù. Biddinghuizen, Dronten ha Swifterbant a ya d'ober ar gumun.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Raktres kentañ kumun Dronten a voe aozet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1950 ha raktres kêr Dronten (kalon ar gumun) a voe embannet e 1958. Diazezet e voe kêr Dronten e 1960 ha divizoù a voe a-zivout he ment : raktreset e voe degemer 15 000 annezad d agentañ, ha goude-se betek 30 000 anezho. Anv a oa a vodañ dek kêriadenn tro-dro da Dronten. Met gant ar skiant-prenet bet tapet pa voe savet Noordoostpolder e voe dibabet aozañ ur gumun vihanoc'h, ha neuze e voe savet ar gumun diwar div gêriadenn (Biddinghuizen ha Swifterbant) hag ur gêr vrasoc'h (Dronten).
An anv Dronten a voe dibabet d'ar 1añ a viz Genver 1972.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Dronten ez eus 25 dileuriad :
- CDA : 7 dileuriad
- PvdA : 5 dileuriad
- VVD : 4 dileuriad
- SP : 3 dileuriad
- ChristenUnie : 3 dileuriad
- Leefbaar Dronten : 2 zileuriad
- GroenLinks : 1 dileuriad
Transportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-benn 2012 e vo un ti-gar e Dronten, war an hent-houarn etre Zwolle ha Lelystad. Evit poent ez eo ti-gar Kampen an hini tostañ. Evit ar re a fell dezho mont da Amsterdam pe da Aerborzh Schiphol eo koulz tapout an tren e ti-gar kreiz Lelystad (Lelystad Centrum).
Dudi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Biddinghuizen emañ ar park dudi anvet Walibi World.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |