Mont d’an endalc’had

Emgann Berlin

Eus Wikipedia
emgann Berlin
emgann
Rann eusTalbenn ar Reter Kemmañ
Arvezhistory of Berlin Kemmañ
Anvet diwarBerlin Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Lec'hBerlin Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°31′7″N 13°22′34″E Kemmañ
Deiziad2 Mae 1945 Kemmañ
Deiziad kregiñ16 Ebr 1945 Kemmañ
Deiziad echuiñ2 Mae 1945 Kemmañ
PerzhiadTrede Reich, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Provisional Government of the Republic of Poland Kemmañ
Order of battleorder of battle for the Battle of Berlin Kemmañ
Map
Ar Reichstag freuzet e-pad Emgann Berlin

Emgann Berlin, pe Schlacht um Berlin, anvet Oberiadur Argadenn Straegiel Berlin gant an Unvaniezh Soviedel, pe Kouezhadenn Berlin, a oa bet an argadenn veur ziwezhañ war Talbenn Europa en Eil Brezel-bed.

Goude an Argadenn war ar Vistula–Oder e miz Genver-C'hwevrer 1945, al Lu Ruz a oa chomet da c'hortoz war ul linenn 60 km er reter da Verlin. D'an 9 a viz Meurzh, Alamagn he devoa savet ur steuñv evit difenn kêr Berlin. Anv ar steuñv a oa Oberiadur Clausewitz. Ar c'hentañ obererezhioù difenn e kelc'h-tro Berlin a oa bet kroget d'an 20 a viz Meurzh. Ar re-se a oa suj d'an den nevez e penn Strollad lu ar Vistula, ar jeneral Gotthard Heinrici.

Pa voe adkroget an argadenn soviedel d'ar 16 a viz Ebrel, e oa daou dalbenn (strollad arme) o tagañ Berlin : unan eus ar reter, unan all eus ar su. Un trede hini a flastras an nerzhioù lu alaman a oa en norzh d'ar gêr-benn.

A-raok ma krogfe Emgann Berlin, an Arme Ruz en doa kelc'hiet ar gêr goude bezañ bet trec'h e meur a emgann diouzh renk, dreist-holl Emgann Seelow hag Emgann Halbe. D'an 20 a viz Ebrel 1945, Devezh deiz-ha-bloaz Hitler, ar 1añ Talbenn Bielorusian renet gant ar Marechal Georgy Zhukov, o heuliañ hentoù eus ar reter hag eus an norzh a groge da ganoliañ kreiz-kêr Berlin. E-pad an amzer-se ar marechal Ivan Konev gant e 1añ Talbenn Ukrainian a freuze linennoù difenn ar Strollad Arme Kreiz hag a yae war-raok dre bannlev su ar gêr. D'an 23 a viz Ebrel ar jeneral Helmuth Weidling e oa lakaet e-penn an nerzhioù difenn e Berlin. Ar gwarnizon a oa savet gant divizionoù mac'hagnet ha dizurzhiet eus ar Wehrmacht ha Waffen-SS, gant nerzhioù diampart ar Volkssturm ha re an Hitlerjugend. Dindan doug ur sizhun an Arme Ruz a zeue a-benn da aloubiñ ar gêr a-bezh.

A-raok ma vefe echuet an emgann, Hitler hag ul lod pennoù bras eus an Trede Reich a emlazhe. Gwarnizon ar gêr a godianas d'an 2 a viz Mae met kenderc'hel a rae ar stourm er biz, kornôg, ha mervent Berlin ha kenderc'hel a raio betek fin ar brezel d'an 8 a viz Mae (9 a viz Mae evit an Unvaniezh soviedel). Lod unvezioù alaman o devoa stourmet evit terc'hout kuit ha kodianañ d'an gevredidi kornôgat e-serr d'ar gomunisted.